Mont d’an endalc’had

Artemis

Eus Wikipedia
Diana hemolc'herez, gant Auguste Renoir (1867).
Diane sortant du bain, gant Boucher (1742).
Diana ha Kallisto hervez Tizian.

Artemis (henc'hresianeg : Ἄρτεμις Ártemis) e oa doueez an hemolc'h hag al loar en Henc'hres. Diana e oa gant ar Romaned.

Merc'h eo d'an doue Zeus ha da Leto ha c'hoar eo da Apollon doue an heol.

Pa oa tri bloaz, hervez ur varzhoneg gant Kallimac'hos, e c'houlennas Artemis digant he zad Zeus, p'edo-hi war e varlenn, reiñ tri c'hoant dezhi. Da gentañ e c'houlennas chom hep dimeziñ, kaout chas da vont d'he heul ha kirvi da sterniañ ouzh he c'harr, ha nimfezed da c'hoari ganto. Ha Zeus da reiñ dezhi he c'hoant, hag an "tri-ugent plac'hig, merc'hed Okeanos", a rankas chom gwerc'hezed hervez he flijadur.

Kallisto a oa un nimfenn, kompagnunez da Artemis, a voe diwerc'hezet gant Zeus dre widre, gwisket gantañ tres Apollon, pe hervez mojennoù all hini Artemis hec'h-unan (gevelled e oa Apollon hag Artemis). Droug en doueez (dre warizi marteze), ma voe troet Kallisto gant Artemis en un arzhez. Lod a lavar eo gant Hera, ken gwarizius all, lod a lavar eo gant Zeus, evit he gwareziñ. Ur mab he doe Kallisto diwar-lerc'h an nozvezh-se, Arkas e anv, ha dont a reas da vezañ roue Arkadia. Un deiz m'edo-eñ o chaseal e c'hoantaas lazhañ un arzhez hag a oa e vamm. Mirout outañ a reas Zeus, pe Artemis gouez da lod. Kaset e voent o-daou, mamm ha mab, d'an oabl, e-lec'h ma splannont o-daou, ar vamm evel Ursa Major hag he mab evel Ursa Minor. Hervez mojennoù all e vije bet lazhet an arzhez gant ur saezh tennet gant Artemis.

An Doueez werc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel Athena hag Hestia eo ur werc'hez an doueez Artemis. Betek an XIXvet kantved e veze gwelet evel un doueez c'hlan ha diorged hepmui. Nac'h a ra kentoc'h an darempred gant ar baotred. Kastizañ a ra

  • Aktaion en doa he gwelet en noazh;
  • Kallisto p'he devoa kousket gant Zeus. Ret eo derc'hel soñj en devoa Zeus kemeret tres Artemis evit dont a-benn eus ar plac'h.
  • Gwelet e vez gant ur wareg, ha gant loened, un heizez peurvuiañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes