Arkas
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Arkas (henc'hresianeg : ̔Αρκάς Arkas") eo anv mab Zeus ha Kallisto, hag ar roue a roas e anv da Arkadia. Seblantout a ra an anv-se bezañ kar d'an anv arktos, a zo "arzh" e brezhoneg.
E vamm Kallisto
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kallisto a oa nimfenn e lez Artemis, doueez ar chase, ha homañ ne c'houzañve nemet gwerc'hezed en-dro dezhi. Un deiz e oa bet gwallet Kallisto gant Zeus, ha setu hi dougerez. Ha kounnar en doueez a droas Kallisto en arzhez e-kerzh un abadenn chase ma oa-hi gant he mab Arkas. Pa welas ar paotr an arzhez e tennas ur saezh war al loen, pa ne ouie ket e oa e vamm. Artemis an hini a oa oc'h ambroug e saezh. Zeus avat en doa klevet meneg eus dial Artemis ha sevel a reas Kallisto d'an oabl ma teuas-hi da vout Ursa Major (pe ar C'hastell-karr kamm).
Doareoù dislavarus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel alies ez eus dislavar etre doareoù disheñvel ar vojenn.
Pa voe lazhet e vamm gant saezh Artemis e voe kemeret Arkas :
- gant Hermes, kaset gant Zeus, ha fiziet goude e Maia da vagañ. Neuze ez a Arkas, deuet d'e oad, da Arkadia ma ro da c'houzout piv eo d'e dad-kozh Lykaon, ha lakaet eo gantañ da gemer perzh er galloud. Deskiñ a reas da dud Arkadia hadañ gwinizh, ober bara, gwiadiñ, nezañ gloan, traoù desket gantañ e-ser Triptolemos. Pa varvas e dad-kozh e chomas e-unan da roue.
- gant Lykaon. Hervez oberourien zo, evel Hyginus, e oa mab da Lykaon e gwirionez, Lazhet e voe Arkas gant Lykaon goude-se, ha roet gantañ da zebriñ da Zeus, evit amprouiñ e c'halloud doueel a-hervez. Gant ar gounnar e tanfoeltras an doue ti ar roue hag e lazhas e vibien gant tan ha kurun a-raok treiñ ar roue en bleiz. Neuze e roas buhez en-dro da Arkas evit e lakaat da roue. Diwezhatoc'h, war dismantroù ti Lykaon, e savas Arkas kêr Trapezounta.
Hervez Ovidius ne varvas ket Kallisto dre ma voe lazhet gant Artemis, hogen peogwir e voe troet en arzhez hepken.
Dimeziñ a reas Arkas da C'hrysopeleia, ha daou vab o doe: Elatos hag Afidas. Goude e varv e voe lakaet en oabl gant e dad, evel Ursa Minor (ar C'harr-kamm bihan), nepell diouzh e vamm, troet en Ursa Major.
Hervez Paosanias e renas Arkas goude Nyktimos, mab d'ar roue difeiz Lykaon, en Arkadia, hag e roas e anv d'ar vro a veze anvet Pelasgia betek neuze. Eñ an hini a zeskas d'ar vroidi ober bara ha gwiadiñ.