Kallisto

Eus Wikipedia
Jupiter ha Kallisto gant François Boucher. Mirdi Pouchkin. Moskov. Kemeret tres Artemis /Diana gant Zeus.
Diana ha Kallisto, gant Tizian (1559). Livet eo ar mare ma wel Diana eo dougerez Kallisto (National Gallery of Scotland).

Kallisto (Καλλιστώ e gregach, diwar καλλίστη "(an hini) vravañ") a oa pe ur verc'h da Lykaon, pe un nimfenn, kompagnunez da Artemis, ha dre se gwerc'hez dre ret.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orgediñ outi a reas Zeus un deiz m'he gwelas oc'h ober un diskuizh en ur c'hoad. Diwerc'hezet e voe Kallisto gant Zeus dre widre, gwisket gantañ tres Apollon, pe, hervez mojennoù all, dremm Artemis hec'h-unan (gevelled e oa Apollon hag Artemis).

Ur pennad goude, echu un hemolc'hadeg ha poent dezho diskuizhañ, setu Artemis hag he gwerc'hezed o vont da gouronkañ. Termal a reas Kallisto da ziwiskañ gant aon da ziskouez e oa dougerez. Ret e oa dezhi avat, ha kompren a reas an doueez e oa bet trubardet.

Droug a voe en doueez (dre warizi marteze), p'he devoa gwelet e oa brazez he c'hompagnunez. Ma voe troet Kallisto gant Artemis en un arzhez.

Lod a lavar eo gant Hera, ken gwarizius all, lod a lavar eo gant Zeus, evit he gwareziñ, e voe graet ar c'hemm-se.

Ur mab he doe Kallisto diwar-lerc'h an nozvezh-se, Arkas e anv, ha dont a reas da vezañ roue Arkadia. Un deiz ma'z edo-eñ o chaseal e c'hoantaas lazhañ un arzhez hag a oa e vamm. Mirout outañ a reas Zeus, pe Artemis gouez da lod. Kaset e voent o-daou, mamm ha mab, d'an oabl, e-lec'h ma splannont o-daou, ar vamm evel Ursa Major (pe ar C'hastell-karr kamm), he mab evel Ursa Minor (ar C'harr-kamm bihan).

Hervez mojennoù all e vije bet lazhet an arzhez gant ur saezh tennet gant Artemis.

Yaou ha Kallisto, gant Jacopo Amigoni (1675-1752), engravadur war-dro 1740-1750). Gwisket eo dremm Diana gant Yaou.

Karantez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mojenn Kallisto eo an hini nemeti ma weler ur pennad hoalerezh etre div vaouez e mojennoù Hellaz.