Diana (doueez)

Diana zo anv un doueez roman, merc'h da Jupiter ha Latona, ha c'hoar gevell Apollon. Daoust ma oa a orin italek, eo bet tostaet ouzh an doueez c'hresian Artemis, hervez an interpretatio graeca. Ganet e oa bet war enez Delos.
An doueez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Doueez ar chase, al loened gouez hag ar c'hoajoù e oa, ha diwezhatoc'h doueez al loar ha skeudenn ar werc'hded ivez. Chaseourez eo, ha ganti ur bagad nimfezed, gwerc'h an holl anezho evelti. Un doueez kriz eo ha didruez ouzh ar re o deus he zrubarded, pe he lakaet da gonnariñ, tud pe nimfenned. Neuze e tistruj an eostoù, e lazh an tropelloù, e laosk kleñvedoù da redek dre ar vro, hag e lazh bugale.
Mojenn Niobe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pedet e oa bet gant he mamm Latona da gastizañ Niobe, ha mont a reas, a-gevret gant Apollon, da lazhañ gant he saezhoù bugale ar rouanez a fougee en abeg da niver brasoc'h he bugale.
Mojenn Kallisto[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Didruez ha gwarizius eo Diana ouzh he servijerien. Treiñ a eure an nimfenn Kallisto en arzhez abalamour m'he devoa kousket gant Yaou, en devoa kemeret tres Diana, evit lorbañ ar goantenn.
Mojenn Orion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un deiz, dre warizi, gant he saezhoù e lazhas ar paourkaezh Oriona gare koulskoude, dre ma oa bet skrapet gant Eos, ar Gouloù-Deiz. Da Opis, unan eus mitizhien Diana, e c'hoarvezas heñvel.
Mojenn Endymion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un deiz avat e tommas ar werc'hez yen he c'halon ouzh kened Endymion, ur mab-bihan da Yaou. Digant e dad-kozh ha mestr an doueed en doa bet ur prof kaer: kousket da viken ha chom yaouank da viken. En ur vougev eus menez Latmos, en Karia e veze kousket, ha bemnoz e teue Diana d'e weladenniñ.
Mojenn Akteon ha Diana[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar vojenn vrudetañ diwar he fenn moarvat eo hini ar chaseour Akteon.
Hennezh a oa o hemoc'hiñ gant e chas pa zegouezhas dirak ar poull ma oa Diana o koronkañ. Savet droug en doueez, ha hi da skeiñ dour ouzh penn ar paotr. Ha setu eñ troet e karv kenkent. Hag ar chas da lammat gantañ ha d'e zrailhañ.
Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livet eo bet Diana en chaseourez meur a wech, gant he gwareg hag he saezhoù. Maouezed a renk uhel ivez zo bet livet e-giz Diana, hag a-wechoù diwisk a-walc'h. E-touez ar re vrudetañ emañ Diane de Poitiers, serc'h ar roue gall Herri II, hag an Itron Pompadour, div chaseourez rouaned.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Delwenn gant Augustus Saint-Gaudens
Hervez Simon Vouet.
Niobe hag he bugale gant Anicet Charles Gabriel Lemonnier.
Diana hag Amouriged, gant Dal Sole
Diana chaseourez, gant Houdon. (Mirdi al Louvre)