Nimfezed

An nimfenned pe nimfezed (Henc'hresianeg νύμφη, nýmphē) eo an anv hollek a rae tud Hellaz kozh eus doueezed an natur, ar mor, an dour, ar c'hoadoù, ar menezioù, ar saonennoù, ar reier, ar c'hevioù. Merc'hed yaouank eus ar re gaerañ e oant, atav noazh pe hanter diwisk, merc'hed da Zeus pe da Ouranos (an Oabl) anezho.
Ganet e oant eus an andonioù a deue eus ar glav skuilhet gant mestr an doueed.
Stag int pe ouzh ul lec'h, pe ouzh un doue bennak (Dionysos, Hermes, Pan) ha pa vo ouzh un doueez e vo kentoc'h ouzh Artemis. Alies e vez satired war o lerc'h.
Alies ivez e vez meneget dimeziñ un nimfenn ha hini ur penn-lignez bennak en deus roet e anv d'ur bobl.
Perzhioù an nimfezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez tud Hellaz kozh o devoa galloud da strujusaat dre veskañ an aer hag an dour hag ar c'hoadoù. Madelezhus e oant ouzh an natur, hag ouzh an dud ivez. Gwareziñ a raent an dud yaouank a yae da gouronkañ da feunteunioù zo, da vezañ glanaet evit genel bugale.
Perzhioù all o doa c'hoazh:
- diouganerezed e oant, lavarout a raent d'an dud klañv pe da vat pe da fall e troje o chleñved,
- gouest e oant da reiñ, d'an dud a eve dour sakr o eien, c'hoant d'ober traoù kaer ha soñjoù uhel,
- pareañ a raent kleñvedoù zo gant an dour-se ivez.
Familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niverus e oant, ha renket e vezont e meur a rumm:
- an Nereidezed a oa er mor
- an Naiadezed a oa er stêrioù
- an Driadezed a oa en dervennegi
- an Alseidezed er brouskoadoù
- an Oreadezed er menezioù
- an Hamadriadezed er c'hoadoù
- an Napeezed er saonennoù
- ar Meliadezed er gwez-onn
Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er mojennoù en o gweler o karout doueed pe tud, o c'henel harozed, hanter doueed, gourdadoù an dud. Boudiged an Henamzer int.
Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nimfezed gant ur satir, livet gant Nicolas Poussin.
Nimfenn o kousket ha bugul o sellet, gant Angelica Kauffman,1780. V&A Museum no. 23-1886
Nimfenned, gant Carl Spitzweg
Nimfenned, gant Francesco Hayez
Nimfenned o selaou Orfeüs, gant Charles François Jalabert