John William Waterhouse

John William Waterhouse (6 a viz Ebrel 1849 e Roma - 10 a viz C'hwevrer 1917 e Londrez) a oa ul livour breizhveuriat nevezklasel ha rakrafaelour, brudet dre ma savas livadurioù o tiskouez maouezed ha diazezet war ar mojennerezh hag al lennegezh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Roma e voe ganet, hag eñ mab d'al livourien William hag Isabela Waterhouse. Pemp bloaz e oa pa zilojas e familh da South Kensington, e Londrez, e-kichen ar Victoria and Albert Museum. Gant e dad e teskas livañ ha degemeret e voe er Royal Academy of Arts e 1870. E oberennoù kentañ a voe klasel-tre, diwar skouer re Alma-Tadema ha re Frederic Leighton.
E 1874 e kinnigas e oberenn Sleep and His Half-Brother Death da-geñver diskouezadeg-hañv ar Royal Academy, ha degemeret mat-tre e voe an daolenn. Betek e varv e kinnigas oberennoù bep bloaz pe dost d'ar Royal Academy. E 1883 e timezas gant Esther Kenworthy.
E 1895 e voe dilennet d'ar Royal Academy.
The Lady of Shalott eo e daolenn vrudetañ. Teir zaolenn a savas war an tem-se, e 1888, 1896 hag e 1916.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kit da welout livadurioù John William Waterhouse e-barzh Roll livadurioù John William Waterhouse.
Diskouezva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ondina (1872)
- Diogenes (1882)
- Kleopatra (1888)
- Ophelia (1889)
- Ar vaouez koant ha didruez (1893)
- Hilas hag an nimfenned (1896)
- Romeo ha Julietta (1898)
- Morganez (1900)
- 'Ophelia' (1910)
- Penelope hag he danvez priedoù (1912)
- Gouel Maria Veurzh (1914)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John William Waterhouse
- Waterhouse war lec'hienn Artyst
- Ul lec'hienn gouestel dezhañ
- John William Waterhouse war lec'hienn The Art Renewal Center
- John William Waterhouse war lec'hienn Artcyclopedia
