Penelope

Eus Wikipedia

Odysseüs] ha Penelope, livet gant Francesco Primaticcio.
Domenico Beccafumi, Penelope, eoullivadur war goad, 1514.
Penelope hag he danvez priedoù, gant John William Waterhouse (1912).
Delwenn er Vatikan, e Roma.

Penelope (Πηνελόπη e gregach) eo anv gwreg Odysseüs ha mamm Telemac'hos (Τηλέμαχος) en Odysseia Homeros.
Deuet eo da vout pimpatrom ar wreg feal, abalamour m'he deus gortozet e-pad ugent vloaz distro he gwaz brezelour ha nac'het addimeziñ er c'heid amzer-se.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Penelope eus πηνέλοψ, "pênélops", hag a zo un houad pe ur waz ouez. Diwar gement-se eo aet lod betek faltaziañ, hep prouenn avat, e c'halle bout un doueez kozh bennak e stumm un evn.

Penelope Odysseia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Ikarios ha d'e wreg Periboia. Dimezet e oa da Odysseüs, roue Itaka, hag ur mab o devoa, Telemac'hos, ganet tre a-raok ma voe galvet Odysseüs da vont da vrezel Troia.
Ugent vloaz e chomas da c'hortoz distro he fried, a oa bet dek vloaz er brezel ha dek vloaz o tont en-dro. E-keit-se he devoa ranket nac'hañ goulennoù meur a briñs evel Agelaos, Amfinomos, Ktessippos, Demoptolemos, Elatos, Euryades, Eurimac'hos, Iros ha Peisandros, hag en o fenn Antinoos, e-pad pevar bloaz goude kouezhet kêr Droia.
Pa zistroas Odysseüs, gwisket evel ur c'hlasker-bara kozh, e welas e oa chomet feal e bried. Ijinañ a reas Penelope gwidreoù evit daleañ atav, hag unan anezho e oa lavarout gwiadiñ liñsel obidoù he zad-kaer Laertes ha bezañ prest da zibab ur pried nevez pa vije echu he labour. Bemnoz, e-pad tri bloaz, he devoa dispennet tammoù eus he gwiad ken an deiz ma komprenas he mitizhien he gwidre ha m'he diskuilhjont d'he lesaerien.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • del Giorgio, J.F. The Oldest Europeans A.J.Place (2006).
  • Finley, M.I. The World of Odysseus, London. Pelican Books (1962)
  • Homer, Odyssey
  • Seth L. Schein, ed., Reading the Odyssey: Selected Interpretive Essays, Princeton University Press, 1996, 0-691-04440-6
  • The Penelopiad gant Margaret Atwood.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.