Ondina (boudig)

Eus Wikipedia
Ondine, gantJohn William Waterhouse (1872)

Ondina zo anv ur voudig a vev er stêrioù, el lennoù, er mor, a-wechoù ur vorverc'h, pe ur c'hrouadur ijinet gant ur barzh. Niksenn a vez graet anezhi ivez er mojennoù pobl alamanek hag e re Lec'hlenn.

Lorelei ar stêr Roen eo an hini vrudetañ.

Un doare nimfenn, pe naiadenn, zo anezhi. N'eo ket er mor eta met er stêrioù pe lennoù eo e vez gwelet. N'eo ket ul lost-pesk he deus, met blev melen-aour ha kriboù aour pe olifant. D'an hañv e plij dezhi bezañ en he c'hoazez war bardell ar feunteunioù ha kribañ he blev hir gant he c'hriboù. Kouronkañ el lammoù-dour, er stankoù, er stêrioù a blij dezhi pa vez tomm. Hag ar re a vez o blev a liv gant an aour o devez teñzorioù bras a viront en o c'hastelloù dindan an dour.


Dont a ra dour ar feunteunioù eus daeroù an Ondinaed, ha mont a reont da hesk pa vez broc'het unan anezhe. Se zo kaoz e vez lezet profoù a bep seurt e-tal ar feunteunioù, evel garlantezioù a vleunioù, spilhoù pe tammoù gwer torret a zo gwir deñzorioù a lintr hag a sked en dour.


An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Undine he zelenn, Ludwig Michael von Schwanthaler (1855)

Undine eo en alamaneg hag e saozneg. Ondine eo e galleg. Ur stumm gourel Ondin, zo ivez.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O c'havout a reer el lennegezh en oberennoù evel:

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]