Mont d’an endalc’had

Hans Christian Andersen

Eus Wikipedia
Hans Christian Andersen
Hans Christian Andersen
Obererezh barzhonegoù, romantoù, kontadennoù
Ganedigezh 2 a viz Ebrel 1805
en Odense, Danmark
Marv 4 a viz Eost 1875
e Kopenhagen
Yezh skrivañ daneg

Sinadur
Hans Christian Andersen e 1869.

Hans Christian Andersen (distaget [ˈhanˀs ˈkʰʁæʂd̥jan ˈɑnɐsn̩] e daneg) (2 a viz Ebrel 1805 en Odense, Danmark - 4 a viz Eost 1875 e Rolighed, Frederiksberg) zo ur skrivagner danat, barzh ha romantour, brudet dre ar bed-holl gant ar c'hontadennoù en deus skrivet.

Goap a voe graet outañ e-pad pell amzer en e vro ken e voe brudet e Bro-Saoz hag en Alamagn, a-raok bezañ anavezet evel skrivagner meur e Danmark. E Bro-Saoz e tarempredas Charles Dickens, en Alamagn e reas anaoudegezh gant Chamisso, hag e Bro-C'hall gant Heinrich Heine, Honoré de Balzac, Alphonse de Lamartine e ti Virginie Ancelot.

3381 destenn a zo bet skrivet gant Andersen ha troet ez eus bet kalz anezho e 125 yezh. Deuet eo e vojennoù da vezañ lodenn eus sevenadur hollek Europa hag ar broioù saozneger, aezet da gompren gant ar vugale met gant kentelioù buhez hag ur spered stourm a-enep da walleurioù ar bed enno, ar pezh a c'hell bezañ boued preder evit an dud-vras ivez.

Un darnig eus kontadennoù Andersen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Keiserens nye Klæder ("Dilhad nevez an Impalaer")
  • Grantræet ("Ar saprenn")
  • Den Lille Pige med Svovlstikkerne ("Plac'hig an alumetez")
  • Den lille Havfrue ("Ar vorganezig vihan")[1]
  • Nattergalen ("An eostig")
  • Prindsessen paa Ærten ("Ar briñsez hag ar bizenn")
  • Sneedronningen "(Rouanez an erc'h")
  • Den Standhaftige Tinsoldat "(Ar soudard plom feal")[2]
  • Tommelise ("Bodlen")
  • Den grimme Ælling ("An houadig divalav")
  • De vilde Svaner An elerc'h gouez'


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hans ar penn pout, 4 c'hontadenn troet e brezhoneg, An Alarc'h embannadurioù, 2015.
  1. Troet gant Roparz Hemon, Plac’hig vihan ar mor, Gwalarn 12, 1928, skeudennaouet gant Loik.
  2. Kement ha "staen" e talv tin e gwirionez.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.