Ar Briñsez hag ar Bizenn
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Ar Briñsez hag ar Bizenn zo unan eus Marvailhou Andersen, un dastumad kontadennoù gant Hans Christian Andersen, troet gant Roparz Hemon, hag embannet e brezhoneg e Gwalarn e 1937, en niverenn 106-107.
An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En ur rouantelezh pell e oa ur priñs o klask ur briñsez, ur gwir briñsez, emezañ, da zimeziñ dezhi. Meur a hini a voe kinniget dezhañ met hini ebet ne gave diouzh e c'hrad.