Heinrich Heine
Christian Johann Heinrich Heine (ganet d’an 13 a viz Kerzu 1797 e Düsseldorf, marv d’ar 17 a viz C'hwevrer 1856 e Pariz) a oa ur barzh ha kazetenner alamanek.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Deiziad ganedigezh Heine n’eo ket sur. Mab e oa d’ur marc’hadour mezher yuzev, Samson Heine. Dilezel a reas Heine relijion e dud, ar yuveziezh ha treiñ da gristen avielour e 1825. Goude e studioù e veajas kalzik, da Vro-Saoz ha da Italia. E 1831 e kuitaas Alamagn ha mont da chom da Vro-C’hall, da-heul Dispac’h miz Gouere. Sevel a rae a-du gant mennozhioù monarkiezh vonreizhel Bro-C'hall, gant ar frankiz a oa er vro-se gant ar skrivagnerien hag ar gazetennerien, ha gant mennozhioù nevez Henri de Saint-Simon. Labourat a reas evel kenskriver ur gazetenn alamanek eus Augsburg, an Allgemeine Zeitung, e Pariz. Eno e tarempredas tud brudet, evel Gérard de Nerval pe Hector Berlioz, met chom a reas atav un tamm e diavaez ar metoù-se. Ne oa ket troet kement-se gant al lennegezh c'hallek ha ne skrive nemet en alamaneg. E 1833 e voe berzet e skridoù e Prusia hag e 1835 e stadoù all ar C'hengevread alaman.
Pa voe emsavadegoù dre Europa, e 1848, ne savas ket a-du gant Dispac'h miz C'hwevrer e Bro-C'hall met sevel a reas a-du, en deroù d'an nebeutañ, gant an dispac'h er stadoù alaman, evit goulenn ur stad demokratel hag unvan. E 1841 e timezas d'ur C'hallez, Mathilde Mirat. Adalek 1845 e c'houzañvas diwar ur c'hleñved nervel hag adalek 1848 e rankas chom war e wele. Pa ne c'helle ket skrivañ ken e c'houlenne ouzh ur sekretour skrivañ e werzennoù evitañ. D’ar 17 a viz C'hwevrer 1856 e varvas e Pariz ha douaret e voe e bered Montmartre.
E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barzhoniezh leun a velkoni a gaver e skridoù Heine, romantelezh mesket gant gwirionded an emsav Alamagn Yaouank (Junges Deutschland). Ur c'hazetenner modern e oa war un dro, ha skriver feilhetonoù. Lod eus e varzhonegoù a voe lakaet sonerezh warno gant sonaozourien evel Franz Schubert, Robert Schumann, Johannes Brahms, Felix Mendelssohn, Franz Liszt, Richard Wagner hag evel-se e voe brudetoc’h e oberenn c’hoazh. An hini vrudetañ eus e varzhonegoù, Die Lore-Ley, a voe lakaet sonerezh warni gant Friedrich Silcher.
Da vare an Trede Reich e voe berzet skridoù Heine, abalamour ma oa eus ur familh yuzevien, ha devet e voent e-kerzh un autodafe e miz Mae 1933.
Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barzhoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gedichte (1822), adembannet en un dastumad brasoc’h anvet Buch der Lieder (1827)
- Romanzero (1851)
- Deutschland. Ein Wintermärchen (1844)
- Atta Troll. Ein Sommernachtstraum (1847)
Komz-plaen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Reisebilder (1826-31, e 4 levrenn)
- Die Harzreise (1826)
- Zur Geschichte der Religion und Philosophie in Deutschland (1834)
- Die romantische Schule (1836)
- Der Rabbi von Bacherach (1840)
- Der Doktor Faust (1851)
- Vermischte Schriften (3 levrenn, 1854)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Heinrich-Heine-Portal (de)
- Heinrich-Heine-Net (de)