Kengevread alaman

Eus Wikipedia
Stadoù ar C'hengevread alaman, 1815-1866

Ar C'hengevread alaman (Deutscher Bund en alamaneg) a oa ur c'hevread laosk a stadoù hag a gêrioù alaman, savet e 1815, e Kendalc'h Vienna, e-lec'h an Impalaeriezh Santel Roman.
Hervez an akta diazezañ e oa pal ar c'hengevread nevez-se "difenn surentez diavaez ha diabarzh Alamagn ha dizalc'hted hag anterinded ar stadoù alaman" (mellad 2).

35 stad ha 4 c'hêr zieub a oa en aozadur nevez. Stadoù bras, etre ha bihan a oa : Arc'hdugelezh Aostria, Rouantelezh Prusia, Rouantelezh Bavaria, Rouantelezh Saks, Rouantelezh Hannover,Rouantelezh Württemberg, Dugelezh-veur Baden ha stadoù bihanoc'h evel Holstein, dugelezh-veur Luksembourg, Mecklenburg-Schwerin, Sachsen-Weimar-Eisenach, Mecklenburg-Strelitz, Liechtenstein, Lippe-Detmold... E 1820 e voe ouzhpennet Hesse-Homburg, Lübeck, Frankfurt, Bremen ha Hamburg.

Padout a reas ar C'hengevread alaman betek ar Brezel etre Prusia hag Aostria, e 1866. Er bloavezh war-lerc'h, e 1867, e voe diazezet Kengevread Hanternoz Alamagn, renet gant Prusia. Kement-se e voe ar bazenn gentañ war-zu an Impalaeriezh alaman hag a voe savet e 1871.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]