Kendalc'h Vienna

Eus Wikipedia
Kendalc'h Vienna
(Gwelout kartenn Europa Vienna )

Kendalc'h Vienna zo ur c'hendiviz ma voe bodet diplomated eus broioù kreñvañ Europa etre miz Du 1814 ha Mezheven 1815 goude ma voe trec'het an impalaer Napoleone Buonaparte gant o armeoù. Fellout a rae dezho lakaat ar peoc'h hag adlakaat urzh, an urzh kozh, goude an dizurzh lakaet gant Napoleon en Europa gozh. Kaoz a voe eus harzoù ar stadoù, eus an eskemmoù dre vor, lakaat fin d'ar morianeta (hep paouez gant ar sklavelezh) hag eus neptuadur Suis ha hini Savoia.


Europa e 1815.