Mont d’an endalc’had

Morianeta

Eus Wikipedia
morianeta
Iskevrennad euskenwerzh ar sklaved Kemmañ
Rann eusblack market Kemmañ
GouzañverienAfrican people Kemmañ


Ar morianeta, pe sklaveta a-wechoù, a ra dave d'ar c'henwerzh morianed afrikat a zo bet en Istor e-pad trizek kantved en-holl, gant milionoù a dud skrapet ha lakaet da sklaved. Meur a hini a zo bet, dre vras e vez komzet eus tri doare morianeta :

  • morienata ar Sav-heol, pe ar morienata arab-muzulman gant 17 milion a dud deportet a-hed 13 kantved,
  • morienata enafrikat da lavaret eo etre Afrikaned, gant 14 milion a dud deportet,
  • ar morianteta atlantel kaset en-dro gant tud Europa en Afrika, etre ar XVIvet kantved (dreist-holl) hag an XIXvet, pa glaskent da gas da werzhañ Afrikaned da Amerika. 12 milion a dud a voe deportet (90 % anezho e-kerzh 110 vloaz dreist-holl en XVIIIvet kantved).
War hent marc'had ar sklaved.
Ur skouer "bitrakoù" eskemmet a-enep sklaved en Afrika : Cauris en Inizi Markiz ha perlezennoù Murano. Ur sklav a talveze etre 8 000 (1724) ha 80 000 cauris (1748) hervez an ezhommoù.

Ar morianteta atlantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreskiñ a reas kalz ar morianteta en XVIIIvet kantved evit kas ar sklaved da labourat er plantadegoù sukr en Amerika. Kafe, kotoñs ha riz a grogas da vezañ gounezet eno ivez.

Morianeta ar Rouantelezh-Unanet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porzh Liverpool a voe oberiant kenañ.

Er XVIIIvet kantved e krogas da cheñch soñjoù an dud e Bro-Saoz diwar-benn ar morianeta. Ur sinadeg evit terriñ ar sklaverezh a droas e Parlamant Breiz-Veur e 1783[1] ha dastumet en doa 390 000 sinadur e 1792[2],[3]. Difennet e voe ar morianeta e 1807. Torret e voe ar sklaverezh en trevadennoù breizhveurat etre 1833 ha 1838.

Morianeta Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porzhioù Bourdel a oa brasañ porzh Bro-C'hall a reas ar c'henwerzh sklaved afrikat gant Amerika.

D'an 19 a viz Du 1821 e voe krouet ar Société de la morale chrétienne gant Katoliked frankizour ha protestanted evit stourmañ war an dachenn sokial. E-touez o stourmoù e oa torridigezh ar sklaverezh, hag oberiant kenañ e voe war an dachenn-se etre 1822 ha 1827. Difennet e voe ar morianeta war-zu trevadennoù Bro-C'hall e 1818, met ne voe ket doujet kenañ ouzh al lezenn-se. Kreñvaet e voe ar c'hastizoù gant Lezenn 1831. Torret e voe ar sklaverezh e 1848.

Morianeta Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh e voe kemeret perzh er c'henwerzh-se ivez, dre porzh Naoned dreist-holl, met ivez en Oriant ha Sant-Maloù.

Joseph Fouché, dispac'her ha ministr ar polis dindan renad Buonaparte, a oa perc'henn sklaved war-lerc'h e dad, en inizi.

E-touez marc'hadourien Naoned, ar paramantour ha greantour Thomas Dobrée (1781-1828) ne gemeras ket perzh er morianeta. Ezel e oa eus ar Société de la morale chrétienne hag a stourme evit torridigezh ar sklaverezh. Eñ hag ar pastor Wilson e Naoned a skoazelljont ar baron Auguste-Louis de Staël-Holstein evit kas da benn ur c'houlzad evit terriñ ar sklaverezh[4]

Ur C'hounlec'h torridigezh ar sklaverezh a zo hiziv e Naoned, kae ar Foz.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) John Pinfold, « Introduction », e The Slave Trade Debate: Contemporary Writings For and Against (dastumad testennoù gant dug Clarence, John Gladstone, William Wilberforce, James Ramsay, Thomas Clarkson, Robert Harris, William Agutter hag all), emb. Bodleian Library, Skol-veur Oxford, 2007, 398 p. (ISBN 978-1-85124-316-7), kinnig enlinenn).
  2. L'abolition de l'esclavage : cinq siècles de combats XVIvet-XXvet kantved gant Nelly Schmidt, Fayard, 2005, Pariz, 412 p.
  3. Edmond Dziembowski, « Le radicalisme au début du xixe siècle, ou le poids des héritages », er gelaouenn Cahiers d’histoire e 2010 [1].
  4. Alice Wemyss, Histoire du Réveil 1790-1849, Pariz, Les Bergers et les Mages, 1977, p. 135.