Kenwerzh tric'horniek

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar c'henwerzh etre Afrika, Amerika hag Europa.
Lodennoù ar C'henwerzh tric'horniek
Penaos e veze graet ar berniañ morianed (stowage e saozneg) en ul lestr morianeta saoz.

Ar c'henwerzh tric'horniek a vez graet eus un hent kenwerzh dre ar meurvor Atlantel a oa adal ar XVvet kantved betek an XIXvet kantved. Tri forzh pe penn a oa d'an hent-se setu perak e vez kaoz eus un tric'horn.

Dre an hent-se e veze eskemmet sklaved eus Afrika ha produioù Amerika etrezek Europa.

Hent ar c'henwerzh tric'horniek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bigi a loc'he eus porzhioù Europa (Naoned, Bourdel da skouer) da vont war-zu Afrika. Eno e veze eskemmet bitrakoù, gwiadoù, armoù hag alkool en eskemm ouzh sklaved. Ar sklaved a veze kaset etrezek Amerika evit labourat er parkeier dreist-holl. Ur wech gwerzhet ar sklaved evel chatal e veze prenet danvez evel kotoñs, butun ha sukr.

Stumm un tric'horn a oa gant an hent kenwerzhel-se, setu perak e voe lesanvet ar c'henwerzh tric'horniek :

1 Loc'hañ eus Europa

2 Prenañ sklaved en Afrika

3 Gwerzhañ ar sklaved en Amerika ha distreiñ da Europa gant madoù da werzhañ gant ur priz uhel.

Liverpool a zo bet lakaet evel porzh brasañ ar c'henwerzh tric'horniek, a-fet sklaved, a vloaz da vloaz betek nebeut amzer 'zo pa'z eo bet lakaet anat ne oa ket met hini Rio de Janeiro.

Ar sklavelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pell eus ar skeudenn poblek, tapout sklaved a oa afer an Afrikaned pe an Arabed hepken, hervez ar skrivagner ha kazetenner Amerikan Daniel Pratt Mannix (1911-1997) ne 'z eus bet nemet 2% eus ar sklaved bet skrapet gant marc'hadourien wenn.

Ar re lançados, tud hanter Afrikaned-hanter Portugaliz a oa ul liamm etre ar werzherien sklaved Afrikan hag ar re wenn.

Tro-dro d'ar C'henwerzh tric'horniek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E program skol ar c'hlasoù pevare klas e vez roet an tu d'ar skolajidi breton da studiañ ar C'henwerzh tric'horniek [1].
  • E-pad pell ez eo chomet mut an istorourien war plas an Afrikaned hag an Arabed er C'henwerzh tric'horniek, mammenn d'an tabut istorel ez eo c'hoazh[2].
  • Lod tud a orin eus Afrika a c'houlenn ur sammad arc'hant evit an torfedoù degaset dezho hervezo gant ar C'henwerzh tric'horniek. Dre al lezenn degaset gant Christiane Taubira Delannon e vefe rediet ar broioù o defe bet gounezet arc'hant da baeañ met n'eo ket sklaer piv a baefe nag evit piv, na penaos[3].
  • Ur c'hounlec'h en eñvor d'ar sklaved bet gwerzhet er c'henwerzh tric'horniek a zo bet savet e kêr Naoned er bloavezh 2012, anvet Kounlec'h torridigezh ar sklaverezh [4], hag unan all e porzh Brest e 2015[5].

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diell filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Slave route - Routes de l'esclave : une vision globale gant Sheila Walker ha Georges Collinet, Pariz UNESCO, 2010, 57 munutenn

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]