Lançados

Eus Wikipedia

Al Lançados ("ar Re stlapet er maez") a oa rederien-bro ha trevadennerien a orin portugalat en arvor Afrika ar C'hornaoueg (Senegal, Gambia, inizi ar C'hab Glas, Ginea, Sierra Leone ha lec'hioù all c'hoazh).
Un darn anezho a oa yuzevien, dreist-holl kristenien a-nevez, o tec'hout rak an Inkizision bortugalat.

Al Lançados a gave gwragez e-touez an Afrikanezed eus ar familhoù er galloud ; dre-se e veze gounezet difenn rak an Inkizision hag ivez aezamantoù a-fed kenwerzh : sevel a raent hentoù kenwerzhel kuzh evit gwerzhañ armoù, spisoù ha sklaved.
Kurunenn Portugal a oa kounnaret-bras dre ma ne veze tennet tailh ebet eus ar c'henwerzh-se. Biskoazh ne voe uhel-uhel an niver a Lançados, met o fouez ha hini o bugale afrikan-portugalat a voe an diazez da eskemmoù etre Europiz hag Afrikaned. Kreñv eo bet o nerzh politikel hag ekonomikel betek ma teuas kontoueroù Bissau ha Cacheu da vezañ porzhioù gwir.

Eus al Lançados eo deuet ar yezh hag ar sevenadur Crioulo (kreoleg ar bed portugalek), hag ar papiamento ivez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]