Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kenwerzh tric'horniek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pelec'h eo bet implijet "tenn Atlantel" pe "tenn kornôgel" ? Kenwerzh tric'horn, trafikerezh sklaved a gaver e Geriaouegi Ekonomiezh-Geografiezh-Istor, P. Drezen, TES, 2007. --Llydawr (kaozeal) 11 Mae 2015 da 21:00 (UTC)[respont]

E meur a yezh e kaver an anvioù-se: https://www.aeaweb.org/articles.php?doi=10.1257/0002828054201305 (The Rise of Europe: Atlantic Trade)

http://www.herodote.net/XVIe_au_XIXe_siecles-synthese-14.php (La traite atlantique et le commerce triangulaire)

http://dp.mariottini.free.fr/esclavage/histoire-chronologie/traite-atlantique.htm (HISTOIRE ET CHRONOLOGIE DE LA TRAITE ATLANTIQUE (OU OCCIDENTALE))

http://www.histoire-pour-tous.fr/dossiers/97-le-siecle-des-lumieres-/4108-la-traite-atlantique-xve-xixe-siecles.html

http://books.google.fr/books/about/Slavery_Atlantic_Trade_and_the_British_E.html?id=BG2YxnyhkikC&redir_esc=y (Slavery, Atlantic Trade and the British Economy, 1660-1800)

http://www.ibs.it/code/9788843069545/klein-herbert-s-/commercio-atlantico-degli.html Il commercio atlantico degli schiavi

Hag all hag all

N'em eus klasket nemet ezteurel-se dre treiñ en Brezhoneg. A galon--Dishual (kaozeal) 12 Mae 2015 da 13:20 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Normal eo e vefe savet ar goulenn-se ouzhoc'h gant an implijer Llydawr dre ma'z eo ret ober gant gerioù/troiennoù testeniekaet amañ ha, war ar seblant, krouet eo bet "tenn Atlantel" pe "tenn kornôgel" ganeoc'h... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Mae 2015 da 15:40 (UTC)[respont]

Implij gerioù testenniekaet nemetken? Ha penaos e vez graet pa n'eus ket? Kalzig sujedoù n'int ket bet taolennet dre implij ar yezh vrezhon penaos e vez graet neuze? Troet em eus ar gwellañ ma c'hellen n'em eus ket krouet netra un implij a zo eus an daou droienn-se er yezhoù all (Galleg, Saozneg, Italianeg da nebeutañ). A galon--Dishual (kaozeal) 12 Mae 2015 da 17:14 (UTC)Dishual[respont]

Ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h. Kaozeal a c'haller eus pep pennad, ha pep pennad a c'hall bezañ gwellaet goude kaozeal. Ma kaver abeg en ur ger e c'hall bezañ kemmet goude ur gaozeadenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Mae 2015 da 17:22 (UTC)[respont]

Sklaer evel lagad un naer, ma soñj da lod ez eo ret kemm ez eo ret ober. --Dishual (kaozeal) 12 Mae 2015 da 17:26 (UTC)[respont]

Hopala, n'emaon ket ouzh ho parn, paotr kaezh ! Skrivet ho poa « Ar c'henwerzh tric'horniek pe Tenn Atlantel pe c'hoazh Tenn kornôgel » evel pa vije bet tennet "Tenn Atlantel" pe "Tenn kornôgel" eus ur vammenn anavezet ganeoc'h. Hag an implijer Llydawr da zont da c'houlenn pelec'h int bet kavet ganeoc'h, ken eeun ha tra... :-) A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Mae 2015 da 17:39 (UTC)[respont]

Na rit ket biloù kudenn ebet, renket an afer. A galon --Dishual (kaozeal) 12 Mae 2015 da 18:23 (UTC)[respont]