Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Dishual

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia
Evezhiadenn diwezhañ: 1 miz zo gant Marion Leconte e kaozeadenn Rummadoù
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Dishual, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Dishual. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Benoni (Kaozeadenn) 7 Her 2007 da 10:36 (UTC)Respont

Reizhañ ha kempenn

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ne sellan nemet ouzh da bennadoù diwar-benn an istor (Brezel diabarzh ar Stadoù Unanet, da skouer). Ne gomprenan netra er pennadoù diwar-benn ar c'hoarioù video ;-). Taol evezh ouzh ar reizhadennoù a vez degaset e-barzh da bennadoù, ha tamm-ha-tamm e c'halli gwellaat da vrezhoneg. Ar memes fazioù a vez graet ganit ingal : "*tu zo ober" (sell ouzh [1], "*gant ar pal" (sell ouzh [2] hag un doare souezhus da liammañ anvioù gant an araogenn "da" (diwar skouer ar galleg "de" marteze ?) evel "*penn d'ar bezen". A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 C'hwe 2017 da 16:04 (UTC)Respont

Demat, Bennozh deoc'h. Ya alies memes fazioù deskiñ a ran sioul siwazh. A galon --Dishual (kaozeal) 24 C'hwe 2017 da 16:08 (UTC)Respont

Pajennoù da nullañ

[kemmañ ar vammenn]

Adsalud dit ! Skrivet 'peus "Pennad doubl" ha https://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Battlefield. Ne c'hallfes ket bezañ sklaeroc'h ? Petra eo ar "pennad doubl" ? Petra a fell dit e vefe diverket ? Ar Rummad:Battlefield ? Perak ? Pennadoù zo e-barzh. Peurliesañ ez eo rummadoù goullo a c'houlenner diverkañ. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 C'hwe 2017 da 16:14 (UTC)Respont

Adsalud, ur rummad a zo dija: Heuliad c'hoarioù video Battlefield‎ (https://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Heuliad_c%27hoario%C3%B9_video_Battlefield) gant holl c'horioù an heuliad betek-henn. An hini all na dalvez ket mui­ a-benn neuze.

A galon --Dishual (kaozeal) 24 C'hwe 2017 da 16:18 (UTC)Respont

Resisaet em eus da c'houlenn ha goullonderet em eus ar rummad da ziverkañ. Evel-se e tlefes ober, ma fell dit ober ur goulenn heñvel en amzer da zont. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 C'hwe 2017 da 16:46 (UTC)Respont

Porched:Istor

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Petra a fell dit ober dre just ? --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2017 da 08:48 (UTC)Respont

Demat, Evit kemm pennad ha skeudenn ar miz war ar porched Istor.

A galon--Dishual (kaozeal) 1 Ebr 2017 da 09:01 (UTC)Respont

You are invited!

[kemmañ ar vammenn]
You are invited...

The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.

  • Hosts: The University of Edinburgh and Wikimedia UK
  • Supporting: Celtic & Indigenous Languages.
  • Objective: The main objective for Celtic Knot 2017 is the coming together of practitioners in the same room at same time; strengthening the bonds of those working to support language communities into a 'knot' and leading into action. Attendees can expect to learn about and discuss innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities.
  • Date: 6 July 2017 - Booking is now open.

Stinglehammer (kaozeal) 22 Mae 2017 da 23:29 (UTC)Respont

Pajennoù da nullañ

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Pa c'houlennez e vefe diverket pennadoù, taol evezh mar plij : arabat skrivañ da c'houlenn goude ar meneg "arabat skrivañ izeloc'h" ; displeg perak e vefe mat diverkañ ar pennad-se ; skriv anv ar pennad hepken, trawalc'h eo. Sell ouzh an taol kempenn am eus graet da'z koulenn evit "An dans hengounel". A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Mae 2017 da 10:09 (UTC)Respont

Demat, Bennozh diwall a rin mat bremañ. A galon --Dishual (kaozeal) 24 Mae 2017 da 13:26 (UTC)Respont

Jackie Shroff

[kemmañ ar vammenn]

Bonjour dear Dishual! Can you make an article in Bretton language about actor Jackie Shroff or his son Tiger Shroff? If you make this article, i will be grateful! Merci! --92.100.20.161 14 Mez 2017 da 17:46 (UTC)Respont

Ok i will do. A galon --Dishual (kaozeal) 16 Mez 2017 da 11:50 (UTC)Respont

Dear Dishual! Can you make articles in Breton language about singers Valery Leontiev and Nikolai Noskov? If you make these articles, i will be grateful! Merci! --95.55.104.190 16 Mez 2017 da 12:21 (UTC)Respont

Ne vo fin ebet. Gwelloc'h pennadoù db an istor ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2017 da 12:25 (UTC)Respont

Kenderc'hel a ran an daou. Evit ur wech em eus graet. N'eo ket fall digeriñ hor wiki war-zu ar vroioù pell ivez. A galon

--Dishual (kaozeal) 16 Mez 2017 da 12:33 (UTC)Respont

erezh/erez

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Taol evezh ouzh an diforc'h a zo e brezhoneg etre ar gerioù skrivet gant an dibenn -erez (kanerez, yuzevez) hag ar re skrivet gant an dibenn -erezh (produerezh, hêrezh). Meur a dra evel-se am eus reizhet e-barzh da bennadoù. A galon, --Llydawr (kaozeal) 13 Kzu 2017 da 16:46 (UTC)Respont

eus

[kemmañ ar vammenn]

Salud ha bloavezh mat dit ! Diwall diouzh ur fazi a rez alies : n'eo ket reizh skrivañ (pe lavaret) traoù evel "*darn al liammoù", "*peurrest ar c'hevandir". Un displegadenn sklaer a c'haller lenn e Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ gant F. Favereau, § 112, pp. 63-64. A galon, --Llydawr (kaozeal) 8 Gen 2018 da 11:47 (UTC)Respont

Pe e pennad Yann Gerven e-barzh ar gazetenn Ya!, niverenn ar 24 a viz Du 2017. --Llydawr (kaozeal) 7 Meu 2018 da 07:40 (UTC)Respont

The New York Times

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Perak cheñch an titl eus The New York Times da New York Times, pa gaver ar ger-mell The en titloù en darn vrasañ eus ar Wikipediaoù all (katalaneg, kembraeg, alamaneg, esperanteg, spagnoleg, galleg, italianeg...) ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Gen 2018 da 16:57 (UTC)Respont

Demat, Evit ober un adkas boaz gant an dud e vez graet New York Times nemetken simploc'h evit al liammoù er wiki. A galon --Dishual (kaozeal) 10 Gen 2018 da 17:00 (UTC)Respont

Evit an dra-se ne oa ket ezhomm da cheñch an titl. Trawalc'h e oa krouiñ ur bajenn adkas eus New York Times da The New York Times, evel ma kaver er Wikipediaoù all ([3], [4], [5]...). A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Gen 2018 da 17:27 (UTC)Respont

Siwazh n'on ket mailh war an urzhiataer. Gouzout à ouifec'h en ober evit adpakañ an taol? A galon--Dishual (kaozeal) 10 Gen 2018 da 17:30 (UTC)Respont

Graet eo ! ;-) --Llydawr (kaozeal) 10 Gen 2018 da 18:07 (UTC)Respont

Deamt, Mil bennozh deoc'h! Bevet ar re mailh war ar stlenneg! A galon --Dishual (kaozeal) 10 Gen 2018 da 18:10 (UTC)Respont

Share your experience and feedback as a Wikimedian in this global survey

[kemmañ ar vammenn]
WMF Surveys, 29 Meu 2018 da 18:41 (UTC)Respont

Reminder: Share your feedback in this Wikimedia survey

[kemmañ ar vammenn]
WMF Surveys, 13 Ebr 2018 da 01:39 (UTC)Respont

Your feedback matters: Final reminder to take the global Wikimedia survey

[kemmañ ar vammenn]
WMF Surveys, 20 Ebr 2018 da 00:49 (UTC)Respont

Yann-Vari Perrot

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Evit ar c'hemmoù degaset d'ar pennad Yann-Vari Perrot, n'eus nemet merourien Wikipedia a c'hall ober un dra bennak. Pe e c'hall stankañ kont an hini en deus graet an taol, met gallout a rafe an den-se dont en-dro memes tra. Pe e c'hall "gwareziñ" ar pennad ha mirout evel-se ouzh an dud da zegas kemmoù. Met merourien ar Wikipedia brezhonek n'int ket gwall oberiant ken... Ma ! Ar c'hemmoù e pennad Yann-Vari Perrot ne oant ket kalz a dra, ha reizhet int bet ganit. Trugarez dit ! --Llydawr (kaozeal) 25 Ebr 2018 da 15:36 (UTC)Respont

Patrom:Audio

[kemmañ ar vammenn]

Marteze e oa gant gwir abeg e oa bet degaset kemmoù d'ar patrom-se gant an implijer 90.88.210.14. Rak pa seller ouzh ur pennad ma implijer ar patrom-se, evel Vltava da skouer, e weler e tremener d'ul linenn nevez goude "distagadur da selaou". Ha ne gavan ket gwall vrav da welet. A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Ebr 2018 da 15:36 (UTC)Respont

Demat, Oups! Kalzig distruj a zo mare-mañ adlakat a ran diouzhtu. Ne gaver ket gwall vrav petra? a galon --Dishual (kaozeal) 25 Ebr 2018 da 15:43 (UTC)Respont

Trugarez dit ! Bremañ e lenner "Ar Vltava (distagadur da selaou ), Moldau en alamaneg...." war ul linenn, e pennad Vltava. A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Ebr 2018 da 15:46 (UTC)Respont

A-wechoù e yan re vuan ganti! Bennozh evit ar reizhadennoù mil niverus war ar pennadoù! A galon --Dishual (kaozeal) 25 Ebr 2018 da 15:47 (UTC)Respont

Milion

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Sell ouzh ar pezh a lenner e Wikipedia:Fazioù_stankañ#Milion. Direizh a-grenn eo skrivañ "1,5 milion bloavezh". A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Eos 2018 da 19:59 (UTC)Respont

Robert E. Lee

[kemmañ ar vammenn]

Labour dispar, gourc'hemennoù ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 16 Her 2018 da 20:58 (UTC)Respont

Demat,

Mann ebet. Siwazh labour a chom c'hoazh war ar brezel diabarzh stadunanat!

A galon --Dishual (kaozeal) 17 Her 2018 da 16:07 (UTC)Respont

Emgann Valmy

[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h, Emaon o fardañ un infobox : ha tu zo din da genderc'hel, pe emaoc'h oc'h ober ivez ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 28 Du 2018 da 09:53 (UTC)Respont

Stadoù-Unanet Amerika

[kemmañ ar vammenn]

Diwall ! Ne lakaer ger-mell ebet dirak ar renadenn-anv, na dirak "Stadoù Unanet Amerika", na dirak "Unaniezh Europa", na dirak "iliz Douarnenez". A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 C'hwe 2019 da 12:14 (UTC)Respont

Filmlennadur

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Lakaat a ran kemm etre "levrlennadur" ha "levrioù". En ur pennad diwar-benn ur skrivagner e rafen gant ar ger "levrioù" evit menegiñ an oberennoù savet gantañ, ha gant "levrlennadur(ezh)" evit menegiñ al labourioù diwar e benn (da skouer er pennadoù Youenn Drezen, Tangi Malmanche pe Maodez Glanndour). Er memes doare, en ur pennad diwar-benn ur filmaozer, e kavan sklaer ober gant "filmoù" evit ober anv eus ar... filmoù savet gantañ. Ar ger "filmlennadur", ma reer gantañ, daoust ma ne "lenner" ket filmoù, ne gavan ket gwall sklaer evit ar roll eus e oberennoù. Gouzout a ran e reer e galleg gant ar ger "filmographie", hag heñvel e saozneg. Met pa welan penaos eo displeget ar ger filmography er Wikipedia saoznek (A filmography is a list of films...), e kav din n'eo ket fall ober gant ur ger ken eeun ha "filmoù". A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Meu 2019 da 07:53 (UTC)Respont

Tec'hout

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Tec'h, tec'hout, tec'het a zistager hag a skriver hep R ebet a-raok ar c'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Mae 2019 da 11:24 (UTC)Respont

João W. Nery

[kemmañ ar vammenn]

Bien chér Dishual, bonjour! Just te remercier pour le grand aide que tu m'a donné dans cetta page. Je suis disponible t'aider en italien et Portugais. Amicalment Rei Momo (kaozeal) 29 Eos 2019 da 05:29 (UTC)Respont

Kevrat

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Kevrat, ar gevrat eo ar ger, n'eo ket *ar c'hevrad, ur stumm hag a zo deuet diwar kemmeskañ gant kontrad moarvat. A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Her 2019 da 15:17 (UTC)Respont

Square Enix

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Taol ur sell ouzh ar fazi meneget amañ, reizhet ganin er pennad Square Enix. A galon, --Llydawr (kaozeal) 22 Du 2019 da 12:05 (UTC)Respont

Kroaz nazi

[kemmañ ar vammenn]
En nec'h e oa. Lakaet e oa bet en Infoboks "Kumunioù Breizh". Diverket ar c'hemmoù ganin er patrom. Memes mod e voe graet evit an Infobox "Kumunioù Bro-C'hall." Cf. "Kemmoù diwezhañ". Kadbzh (kaozeal) 3 C'hwe 2020 da 16:24 (UTC)Respont

Demat, Ampart neuze ! Bennozh ! A galon --Dishual (kaozeal) 3 C'hwe 2020 da 16:34 (UTC)Respont

Universal Code of Conduct

[kemmañ ar vammenn]

Hi Dishual

I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.

Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:05 (UTC)Respont

Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.

Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.

Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.

Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[6] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.

C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [7] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [8]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [9]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.

Communist Party USA

[kemmañ ar vammenn]

Salut dit, perak 't eus ket anvet ar pennad Strollad Komunour SUA ? Gwelloc'h vefe un titl e brezhoneg eget e saozneg. --Arko (kaozeal) 9 Du 2020 da 17:35 (UTC)Respont


Demat et bonne année !

[kemmañ ar vammenn]

Demat, Désolé je ne sais quasiment rien en breton... mille excuses si je t'écris en français. J'espère que tu vas bien et je te souhaite un très bon 2021 avec beaucoup de santé, en espérant que tout s'améliore pour tout le monde. Merci du support que tu avais donné il y a déjà quelque temps à la Wikipédia catalane. Je t'écris car je recueille des vidéos courtes (15 secondes maximum) dans les langues des wikipédiens, et dans l'immédiat, je n'ai hélas aucun breton, et donc j'aimerais bien que tu y participes. Il s'agit d'enregistrer un petit message en breton avec une thématique libre (le plus simple est une petite présentation et la relation avec la Wikipédia je suppose, mais ça peut être plus créatif avec des images, des monuments ou des lieux bretons) dans le cadre du 20ème anniversaire de la Viquipèdia catalane. Si tu es intéressé, je te donnerai davantage d'informations prochainement ! Trugarez dit ! Bonne soirée et bonne semaine ! Kenavo! Claudi/Capsot (kaozeal) 10 C'hwe 2021 da 15:27 (UTC)Respont

Peurrest

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Taol evezh ouzh ur fazi a rez ingal gant ar ger "peurrest" (e pennad Regiopolis, da skouer). Sell ouzh pennad Yann Gerven. A galon, --Llydawr (kaozeal) 8 Ebr 2021 da 15:59 (UTC)Respont

Translation request

[kemmañ ar vammenn]

Hello.

Can you translate and upload the article en:Military history of Azerbaijan/fr:Histoire militaire de l'Azerbaïdjan in Breton Wikipedia? Since that country was independent between 1918-1920 and became independent in 1991, its military history is short. That is why it can be way shorter than the English and French versions, which are well sourced.

Yours sincerely, Multituberculata (kaozeal) 10 Eos 2021 da 06:49 (UTC)Respont

Kelc'h Debauvais

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Cheñchet 'peus titl ar pennad-se ([10]). Me 'gred e kaver aliesoc'h ar skrivad Debauvais, ken evit anv Frañsez Debauvais ([11]), ken evit ar C'helc'h Debauvais (s.o. ar gelaouenn Emsav niv. 7 p. 188, niv. 24 p. 354, ha niverennoù all c'hoazh). F. Debauvais e-unan en doa displeget e kaver an daou skritur en anv e familh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Gen 2022 da 11:51 (UTC)Respont

Dilennadeg 2022

[kemmañ ar vammenn]

Kevarc'h dit,

Pedet out da reiñ da soñj – ha da lakaat da anv, petra 'virje ? — war ar bajenn Wikipedia:Dilennadeg 2022.
A galon,
Ar choler (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 11:26 (UTC)Respont
Demat dit,
Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ.
A galon,
-- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:24 (UTC)Respont

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:10 (UTC)Respont

Kaozeal:Feur-emglev Versailhez

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Sell ouzh Wikipedia:Fazioù_stankañ#Hini. A galon, --Llydawr (kaozeal) 17 Mez 2022 da 14:28 (UTC)Respont

Faziet

[kemmañ ar vammenn]

"frikañ an adkas revolver" zo un dra n'ouzon ket ober. Gwel an dra-se gant unan eus ar verourien. A galon, --Llydawr (kaozeal) 21 Mez 2022 da 10:34 (UTC)Respont

Rummad:Rannoù Strollad Broadel Breizh

[kemmañ ar vammenn]

Salud,

Un dra droch zo gant Rummad:Rannoù Strollad Broadel Breizh. N'eus nemet ar rummad-se e-unan e-barzh ar rummad-se... Moien zo dit taol ur sell a lâr din petra ober gant a rummad-se ?

A galon, VIGNERON (kaozeal) 30 Kzu 2022 da 08:12 (UTC)Respont

Demat, Ya ur gudenn zo. Sanset e oa da gaout sindikad liseidi sbb hag ar rann ekonomikel. A galon --Dishual (kaozeal) 30 Kzu 2022 da 10:00 (UTC)Respont

Geriaoueg an armoù-tan

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit ar sikour war "Geriaoueg an armoù-an". Gwelet em eus az peus adcheñchet "Greunadenn", klask a raen resisaat an traoù, ne felle ket ket din ober un dra a-dreuz. Deraouad on amañ, laouen e vin o klevet alioù fur ! A galon Kestenn

Demat, Kudenn ebet! Tu 'zo dit ober hervez da c'hoantoù gwelet em boa just e oa bet reizhet an destenn war ar pennad greunadenn gant Lydawr, graet em eus didroc'hañ/pegañ war hini listenn geriaoueg an armoù hep gwelet e oa bet kemmet ganit a-raok. A galon --Dishual (kaozeal) 18 Kzu 2023 da 20:01 (UTC)Respont

Un droidigezh dedennus ?

[kemmañ ar vammenn]

Marteze e plijfe dit treiñ Reichskommissariat Ukraine a-zivout aloubadeg Ukraina gant an Trede Reich (1941-1944) ? N'anavan ket a-walc'h ar prantad-se en Istor ar vro evit chom hep faziañ e doare pe zoare, ha te a ziskouez bezañ ur mailh war an Eil Brezel-bed ! A-galon, Ar choler (kaozeal) 10 Meu 2024 da 20:27 (UTC)Respont

Demat,
mennozh mat. Kregiñ a rin arc'hoaz.
A galon Dishual (kaozeal) 10 Meu 2024 da 21:10 (UTC)Respont
Ar choler (kaozeal) 10 Meu 2024 da 21:20 (UTC)Respont


Tank lijer

[kemmañ ar vammenn]

Un evezhiadenn diwar-benn an titl am eus graet evit ar pennadoù Tank lijer ha Tank lijer. A galon--Kadwalan (kaozeal) 22 Mae 2024 da 19:25 (UTC)Respont

Demat,
greomp gant skañv ya. Tank kreiz pe etre evit "medium tank"? Ar pal a zo bezañ ar justañ met ivez an aesañ da gompren evit ar brasañ niver.
A galon Dishual (kaozeal) 23 Mae 2024 da 07:59 (UTC)Respont
Ya, a-du krenn ganit. Trugarez da gentañ evit ar c'hemm. Evit "medium" e rafen gant krenn pe etre. Ne gav ket din e vez graet gant kreiz evit "moyen". A galon Kadwalan (kaozeal) 24 Mae 2024 da 11:43 (UTC)Respont
Diwar-benn ar pennad T28 tank dreist-ponner me gav din e vefe lavaret pounner dreist kentoc'h (cf Meurgof, dreist ag. ha DEVRI). A galon Kadwalan (kaozeal) 24 Mae 2024 da 15:34 (UTC)Respont
Ponnerdreist pe gant ur varennig stagañ? Ponner pe pounner?

Ur goulenn droch all ;) Mindrailherez lijer a vije gwel skañv neuze?

Dishual (kaozeal) 24 Mae 2024 da 19:57 (UTC)Respont

Listenn filmoù Orion Pictures

[kemmañ ar vammenn]

Taol evezh ouzh ar fazi-mañ § A galon, --Llydawr (kaozeal) 6 Mez 2024 da 08:15 (UTC)Respont

Translation request

[kemmañ ar vammenn]

Hello, Dishual.

Can you translate and upload the article about the prominent Turkish economist en:Dani Rodrik in Breton Wikipedia?

Yours sincerely, Oirattas (kaozeal) 18 Her 2024 da 13:35 (UTC)Respont

Amirelezh

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Eus pelec'h e teu ar ger "amirelezh" implijet ganit. Me n'anavezan nemet "amiralded" hag "amiraliezh", savet o-daou diwar "amiral". A galon, --Llydawr (kaozeal) 23 Her 2024 da 08:22 (UTC)Respont

Demat, sonj em boa bet lennet er gazetenn breman. Tu 'zo kemm kudenn ebet.
A galon Dishual (kaozeal) 23 Her 2024 da 08:57 (UTC)Respont

Ergerzhadenn

[kemmañ ar vammenn]

Taol evezh ouzh ar c'hemmadurioù : "Goulenn mat" e brezhoneg mat. Hag "ergerzhadenn gêrel" e tlefe bezañ, ma reer gant ar ger-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 9 Kzu 2024 da 21:20 (UTC)Respont

Darn

[kemmañ ar vammenn]

Taol evezh ouzh implij ar ger "darn". A galon, --Llydawr (kaozeal) 19 Kzu 2024 da 14:35 (UTC)Respont

Thank you for being a medical contributors!

[kemmañ ar vammenn]
The 2024 Cure Award
In 2024 you were one of the top medical editors in your language. Thank you from Wiki Project Med for helping bring free, complete, accurate, up-to-date health information to the public. We really appreciate you and the vital work you do!

Wiki Project Med Foundation is a thematic organization whose mission is to improve our health content. Consider joining for 2025, there are no associated costs.

Additionally one of our primary efforts revolves around translating health content. We invite you to try our new workflow if you have not already. Our dashboard automatically collects statistics of your efforts and we are working on tools to automatically improve formating.

Thanks again :-) -- Doc James along with the rest of the team at Wiki Project Med Foundation 26 Gen 2025 da 06:24 (UTC)Respont

Rummad:Kenlabourerien Breizh gant an Alamagn nazi

[kemmañ ar vammenn]
Salud dit,
Direizh eo *an Alamagn, da 'm meno, pa ne gaver ket *ar Vro-C'hall, da skouer. Ha ne vefe ket gwelloc'h skrivañ Rummad:Kenlabourerien Breizh gant an nazied (ha n'eo ket « Nazied » ? —

Ar choler (kaozeal) 12 C'hwe 2025 da 21:04 (UTC)Respont

Demat,
Kudenn ebet! Renkañ a ran ar pennadoù a oa diliamm gant ar wikipediaioù all.
A galon Dishual (kaozeal) 12 C'hwe 2025 da 21:06 (UTC)Respont
Ar choler (kaozeal) 12 C'hwe 2025 da 21:09 (UTC)Respont
Demat dishual , ur goulenn vihan m'eus ; gouzout a raen pegemen zud a gouzout daou pe tri ger e vrezoneg ( ne m'eus ket kavet ar respont war internet ) . trugarez Tesow (kaozeal) 19 C'hwe 2025 da 17:58 (UTC)Respont
Demat , je vais parler un tamik francais ha an tamik brezoneg car je ne parle marteze pas asser bien brezoneg : mes goulenn était  : pegemen ( = combien ) de gens a gouzout ( = savent ) dire juste un ger ( = mot ) en breton , tout simplement . J'imagine qu'il doit en avoir des vilion . tout cela n'a netra a voir gant an Alamagn nazi . Tesow (kaozeal) 20 C'hwe 2025 da 20:43 (UTC)Respont
Demat,
Setu ar sifroù diwezhañ: 107 000 brezhoneger da vat. Evit ar re a ouife nemet nebeut gerioù n'eus sifr ofisiel ebet met kalz niverusoc'h int.
A galon Dishual (kaozeal) 20 C'hwe 2025 da 21:40 (UTC)Respont
A c'hui n'eus ket un" idée" en chiffres evit an dud a anavezet un pe daou ger ? Tesow (kaozeal) 21 C'hwe 2025 da 11:53 (UTC)Respont

Urzh an nav c'horn

[kemmañ ar vammenn]

Meur a ster zo d'ar ger korn ; gwelloc'h e vefe kogn en degouezh-mañ, da 'm meno. Un ali n'eo ken ! — Ar choler (kaozeal) 15 Meu 2025 da 21:05 (UTC)Respont

Douetañs am boa bremañ eo sklaeroc'h. Bennozh!
A galon Dishual (kaozeal) 15 Meu 2025 da 21:35 (UTC)Respont

Luskad an 23 a viz Meurzh

[kemmañ ar vammenn]

Taol evezh ! Ne lavarer ket "e-touez anezho" e brezhoneg. Evit treiñ "parmi eux" e lavarer, hag e skriver, "en o zouez". A galon, --Llydawr (kaozeal) 20 Meu 2025 da 21:48 (UTC)Respont

Ober anv

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit! Taol evezh ouzh an droienn "ober anv eus un den/un dra bennak" (= menegiñ an den-se, an dra-se). Displeget eo e geriadur an Here, e pennad ar verb ober, er rannbennad I.2. Alies e tisoñjez skrivañ ar ger "anv" (s.o. tachenn-emgann). Met "ober eus ul lec'h" n'en deus ster ebet. A galon, --Llydawr (kaozeal) 14 Ebr 2025 da 18:12 (UTC)Respont

Demat,
Diwall a rin.
Trug!
A galon Dishual (kaozeal) 14 Ebr 2025 da 18:47 (UTC)Respont

Titl ar pennadoù war an armoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit, evit ar pennadoù war an armoù e kinnigfen a-walc'h dit lakaat anv an arm da gentañ, ha menegiñ e zoare goude (da skouer MK 108 ( kanol) e-lec'h Kanol Mk 108), marteze e vefe aezetoc'h adkavout pennadoù evel-se, kuit d'en em gaout gant re a bennadoù o kregiñ gant "Fuzuilh" pe "Kanol" da skouer. Heñvel e c'hallfe bezañ evit ar c'harbedoù da skouer. Ouzhpennet 'm eus da bennadoù diwezhañ war ar sujed er Porched a hend-all, trugarez ! A galon, Kestenn (kaozeal) 18 Mae 2025 da 08:22 (UTC)Respont

Demat,
Trugarez!
Kudenn ebet klask a rin derc'hel sonj!
A galonj Dishual (kaozeal) 18 Mae 2025 da 08:35 (UTC)Respont

Vot

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit, lamet am eus da vot rak re abred eo. Dilun e vo digor an dilennadeg evit reiñ amzer d’an holl evit kaozeal pe mont war ar renk. A galon, Huñvreüs (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 19:46 (UTC)Respont

Demat,
Kudenn ebet.
A galon Dishual (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 19:48 (UTC)Respont
Hag ivez: pa voti, arabat disoñjal sinañ 😉 Huñvreüs (kaozeal) 15 Gwe 2025 da 19:50 (UTC)Respont
@Dishual: Ar mall a oa ganit 😁. Barnet e vo ar votadeg gant ar stewarded, n’on ket sur-sur petra a vo graet gant ur vot bet lakaet re abred. Hag adober a rafes anezhañ, evit kadarnaat ez aio mat an traoù? N’eus nemet adober da sinadur hag e teuio war wel un deiziad hag eur a glot gant ar re meneget a-us. Huñvreüs (kaozeal) 22 Gwe 2025 da 08:15 (UTC)Respont
Deamt,
Kudenn ebet!
A galon Dishual (kaozeal) 22 Gwe 2025 da 08:16 (UTC)Respont

Rummad armoù "enep..."

[kemmañ ar vammenn]

Salud,

dit da c'houzout peogwir e implijez : krouet em eus ur rummad "Armoù eneptank" e-lec'h "Armoù enep-tankoù", evit heuliañ ar pezh a zo kinniget gant Termofis, hag evel-se e vo aesoc'h da adkavout rummadoù ma implijomp ar memes doare atav, evit ar rummad bepred (enepnijerez, enepdafar, enepden...). A galon, Kestenn (kaozeal) 22 Gwe 2025 da 06:27 (UTC)Respont

Demat,
Ya lojikoc'h eo eeunaat an holl rummadoù gant eneptank... Ar varennig e brezhoneg a zo alies kopiet war ar yezhoù all met diezhomm benn a rfin.
A galon Dishual (kaozeal) 22 Gwe 2025 da 07:18 (UTC)Respont

Rummadoù

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, krouet hoc'h eus daou rummad disheñvel. Peseurt diforc'h a rit evit reizhañ daou rummad e-barzh ar rummad pennañ, da lavaret eo "aktourezed" ? Rummad:Aktourezed erotek ; Rummad:Aktourezed pornografek. N'em eus ket ezhomm eus ur skeudenn, met kentoc'h ur skrid frammet gant arguzennoù a vije mat din. Paz'eo gwir, graet aze, reiñ a ra ur pouez bras d'ar pajennoù-se gouestlet d'ar seurt sinema-se e Rummad:Aktourezed. Ur choaz a-ratozh eo ? Anez, an doare gwellañ a vefe strollañ an holl draoù asambles ha krouiñ ur renkadur muioc'h a-feson. Da skouer : "aktourez dre stil ar film"; pe kement strollad all a zastum bed an aktourezed e gwirionez. A galon. Marion (kaozeal) 3 Gen 2026 da 10:23 (UTC)Respont

Demat,
Ne rin ket eus ur skrid arguzennet, re gozh bremañ ha n'on ket mui e studioù.
Goustadik e vez graet an traoù. Mankout a ra isrummadoù evit an aktourien/aktourezed (aktourien skinwel, sinema, c'hoariva...).
Evel m'am boa kroget d'ober evit an doareoù filmoù e vo ezhomm sevel ar rummadoù hag a vank c'hoazh. Mar fell dit en ober kudenn ebet.
Eil tra, n'eo ket deomp da varnañ nag an dud nag ar fedoù hervez ma vezomp plijet pe get ganto. N'omp ket doare ayatollah ar moral pe me oar-me. Sell amañ dedennus eo https://www.youtube.com/watch?v=mKrWup77x28.
A galon Dishual (kaozeal) 3 Gen 2026 da 13:09 (UTC)Respont
Ne vin ket da welet an dra-se pe an dra-mañ ; n'on ket dedennet gant ho pedadenn hag ho kinnig youtube. Roet em eus un ali deoc'h, met n'on ket da reiñ urzhioù. Bras a-walc'h eo ar bed evit ma c'hellfemp kavout ar pezh a blij deomp ha lezel a-gostez ar pezh ne blij ket deomp. A galon. Marion (kaozeal) 3 Gen 2026 da 15:37 (UTC)Respont
Dre ma ne vez ket du pe gwenn penn-da-benn an danvezioù, gallout a ran lavaret e vez disklêriet sklaer er rummad peseurt aktourezed a zo e-barzh, pa erru unan bennak er rummad "aktourezed" ; n'eo ket dre zegouezh a kavomp an tem. Ar pezh displijus evidon, ha ne ziskouez ket gwirvoud ar sinema. N'on ket dedennet gant tem an aktourien sinema, peogwir kalz lec'hiennoù a ginnig titouroù (allociné, h.a.) setu perak n'em boa ket c'hoant da gwellaat un danvez kinniget mat dija er-maez Wikipedia. Ne welan ket e gwirionez talvoudegezh Wikipedia da strollañ an holl ditouroù a zo kinniget mat e lec'hioù all dija. Met diouzh ho respont, anzav a rez n'eo ket echu al labour. "Arguzenniñ" n'eo ket labour ur skoliad (pa lavarez ne studiez ket ken). N'eus ket er skol nemetañ e c'helffen arguzenniñ. Neuze, an arguzenn "kozh eo" n'eo ket un arguzenn, un digarez eo. Marion (kaozeal) 4 Gen 2026 da 08:01 (UTC)Respont