Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien

Eus Wikipedia


Goulenn ouzh ar verourien
Diverkañ raktal
Kemmoù war ur bajenn bet gwarezet
Kendeuziñ istor 2 bajenn
Gwareziñ ur bajenn
Adenvel pajennoù
Adsevel pajennoù bet diverket
Gwiriañ ul labour evit ur bot

Afer hoc'h eus ouzh ur merour bennak ?

Marteze eo bet savet ar bajenn-mañ evidoc'h; lennit mar plij ar stern a-is evit ober ho soñj.


Doare ober
Savet eo ar bajenn-mañ evit goulenn digant ar verourien un tamm labour :
  • ha n'hall ket bezañ graet gant un implijer diazez e-unan, ha
  • n'eus ket ezhomm eus un diviz a-berzh ar gumuniezh evit en ober.

N'eo ket ar bajenn-mañ ar bajenn vat evidoc'h...
  • m'hoc'h eus c'hoant da ziverkañ ur pennad diwar an holloueziadur
  • m'hoc'h eus c'hoant da lakaat diziverkañ ur bajenn bet diverket kent
  • m'hoc'h eus c'hoant da lakaat meur a bennad da gendeuziñ
  • ma sell ho koulenn ouzh ar gumuniezh a-bezh
Pajennoù da nullañ
Pajennoù da ziziverkañ
Pajennoù da vezañ kendeuzet
An davarn


Goulennoù dibar

[kemmañ ar vammenn]

Diverkañ war ar prim

[kemmañ ar vammenn]

Gouestlet ez eus bet ur bajenn evit ar goulennoù diverkañ diouzhtu-dak : Wikipedia:Goulenn diverkañ raktal. Ne vez kemeret e kont war ar bajenn-se nemet :

  1. ar pajennoù droch anat (taolioù-esae, vandalerezh, bourdoù, hag all) graet gant hini pe hini.
  2. ar pajennoù bet savet dre fazi gant ar goulenner e-unan ha p'eo an den nemetañ o vezañ degaset kemmoù enno.
  3. ar goulennoù nullañ bet kadarnaet gant ar gumuniezh war pajennoù da nullañ.
  4. an adkasoù war-du pajennoù bet diverket goude bezañ bet lakaet war pajennoù da nullañ hep na vije posupl da gavout ur pennad dave all evit an adkas.
  5. an adkasoù bet krouet evit reizhañ ur fazi reizhskrivañ divoas evit titl ur pennad.
  6. ar goulennoù diverkañ un ispajenn bersonel goulennet gant an implijer e-unan.

Ma'z eo ar bajenn evit pajenn ur pennad (ket ur bajenn gaozeal pe ur bajenn implijer) e c'hallit goullonderiñ anezhi traken en ur verkañ an abeg er prenestr diverrañ.

Evit an holl c'houlennoù diverkañ all, trugarez da rollañ anezho war Wikipedia:Pajennoù da nullañ (pe war Wikipedia:Skeudennoù da ziverkañ), ne vo ket pledet ganto amañ.

Degas kemmoù war ur bajenn bet prennet

[kemmañ ar vammenn]

Gouestlet ez eus ur bajenn eit ar goulennoù degas kemmoù war pajennoù gwarezet (bet prennet) : Wikipedia:Goulenn kemmañ ur bajenn bet prennet. Amañ e c'hallit goulenn ma vo degaset ur c'hemm bennak en ur bajenn warezet. Ma tenn ar c'hemm a c'houlennit d'ur pennad bet prennet abalamour d'ur Brezel skridaozañ war ar bajenn-se, n'eo ket dav ober ar goulenn ma n'eus ket bet tizhet ur c'henemglev war pajenn gaozeal ar pennad.


Sellit ouzh an dezverkoù evit ar pajennoù gwarezet (war Wikipedia:Pajennoù prennet) a-raok goulenn ma vo kemmet tra pe dra en ur bajenn warezet bennak.

Kendeuziñ istor div bajenn

[kemmañ ar vammenn]

Gouestlet ez eus ur bajenn d'ar pajennoù goulenn kendeuziñ istor meur a bennad : Wikipedia:Goulenn kendeuziñ istor div bajenn.

Gouestlet ez eus ur bajenn evit ar goulennoù gwareziñ (prenañ pajennoù) : Wikipedia:Pajennoù da brennañ. Sellit ouzh an dezverkoù evit gwareziñ pajennoù a-raok goulenn ma vo prennet ur bajenn.


N'hall mont er rann-mañ nemet :

  1. Ar goulennoù gwareziñ evit abegoù melestradurel
  2. Ar goulennoù gwareziñ pajennoù vandalet
  3. Ar goulennoù gwareziñ pajennoù dispredet
  4. Ar goulennoù gwareziñ votoù klozet

Evit an holl c'houlennoù all, trugarez da vont war Wikipedia:Brezelioù skridaozañ war ar stern, pe war ur bajenn all, azasoc'h. Ne vo ket pledet ganto amañ.


Evit ouzhpennañ ur bajenn er rummad-mañ e c'hallit lakaat enni ar patrom {{da wareziñ}} pe, war-eeun ar rummad « [[Rummad:Pajennoù da wareziñ]] ».

Diziverkañ ur bajenn

[kemmañ ar vammenn]

Diziverkañ ur pajenn a vez graet eus ar fed da addegas e-barzh ar jeu ur bajenn bet diverket gant ur merour bennak. Gouestlet ez eus ur bajenn evit ar goulennoù diziverkañ : Wikipedia:Pajennoù da ziziverkañ.

Adenvel ur bajenn

[kemmañ ar vammenn]

Gouestlet ez eus ur bajenn d'ar goulennoù adenvel : Wikipedia:Goulenn adenvel. Pal ar bajenn-mañ eo goulenn ma vo dilec'hiet pennadoù ha patromoù. Nac'het-krenn e vo goulennoù zo :

Ar goulenn dilec'hiañ a zo anat an abeg anezho ha n'hall ket sevel tabut war an divoud
Gallout a ra an dilec'hiañ bezañ graet gant ne vern pe implijerien en ur glikañ war ar pempilh adenvel el laez da bep pajenn dibrenn. Gwelet Skoazell:Penaos adenvel ur bajenn.
Ar goulennoù dilec'hiañ ur rummad
Evit adenvel ur rummad, goulennit ma vo diverket war ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ.
Ar goulennoù dilec'hiañ skeudennoù
Evit adenvel ur skeudenn, ademporzhiit ar skeudenn gant an anv a fell deoc'h, kemmit al liammoù war-du ar bajenn nevez hag enskrivit ar skeudenn gozh war Wikipedia:skeudennoù da nullañ.
Ar goulennoù kendeuziñ pennadoù
Evit kendeuziñ pennadoù, savit ur goulenn war Wikipedia:Pajennoù da gendeuziñ pe grit war-dro ar c'hendeuziñ c'hwi hoc'h-unan.
Ar goulennoù kendeuziñ istor pennadoù disheñvel
Evit kendeuziñ istor daou bennad, savit ur goulenn war Wikipedia:Goulenn kendeuziñ istor div bajenn.

Goulenn skoazell

[kemmañ ar vammenn]

Ma'z eus ganeoc'h ur goulenn bennak ha ma n'hoc'h eus ket kavet er skouerioù bet roet a-us un dra bennak a glot gant ho mennad klikit atav war al liamm a-is.

Goulennoù d'ober war o zro

[kemmañ ar vammenn]