Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Pajennoù da nullañ

Eus Wikipedia


Goulenn ouzh ar verourien
Diverkañ raktal
Kemmoù war ur bajenn bet gwarezet
Kendeuziñ istor 2 bajenn
Gwareziñ ur bajenn
Adenvel pajennoù
Adsevel pajennoù bet diverket
Gwiriañ ul labour evit ur bot

Amañ e c'heller kinnig ma vo diverket pajennoù a vo nullet gant ar verourien. Evit kaout roll ar verourien, klikit amañ.

Evit lakaat nullañ war ar prim pajennoù faziek-sklaer, da skouer evit titloù faziek, implijit an daolenn a-zehou ha klikit war Diverkañ raktal. A-hend-all, enskrivit anv ar pennad a-is.

Gallout a rit goulenn ouzh ar verourien seveniñ obererezhioù all ivez. Sellit ouzh an daolenn a-zehou.

Gallout a reer kavout an dielloù eno.

Abegoù da nullañ

[kemmañ ar vammenn]

Meur a abeg a c'hall bezañ da c'houlenn ma vo nullet ur pennad :

  • pajennadoù ha n'emaint ket e brezhoneg (ma ne vez ket resisaet warno emeur o treiñ anezho)
  • pajennoù goullo (ma n'eo ket resisaet warno emeur o sevel anezho)
  • pajennoù didalvoud a-grenn (unan all resisoc'h pe glokoc'h a zo bet savet)
  • pajennoù doubl (div bajenn dezho titloù disheñvel evit an hevelep tra)
  • pajennoù a zo ur fazi anat en titl anezho (fazioù splann, fazi bizskrivañ, fazi e doare-skrivañ un anv divoutin, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia ...)

Evezhiadenn a-bouez: kalz eus ar pajennoù a vez goulennet diverkañ zo pennadoù hag a c'haller treiñ aes en un adkas e gwirionez, ha mat pell zo. Soñjit e kement-se a-raok goulenn ma vo diverket ur bajenn.


Goulennoù bet respontet dezho

[kemmañ ar vammenn]

Ur rummad iskis, ne welan ket petra a zigas. A galon, Arko (kaozeal) 25 Du 2025 da 10:10 (UTC)[respont]

Ennañ e vo kavet ar pajennoù a zo ar patrom Patrom:Marvet nevez zo enno. Ur rummad tetknikel eo, implijet e 57 wiki all (liammet am eus ouzh Wikidata). Da zerc’hel neuze, a soñj din. A-hend-all e c’hallfemp diverkañ a patrom ma ne reomp ket gantañ. Huñvreüs (kaozeal) 25 Du 2025 da 12:03 (UTC)[respont]
Graet Ouzhpennet am eus un displegadenn. Huñvreüs (kaozeal) 13 Gen 2026 da 10:04 (UTC)[respont]

Rummad goullo. Ur Rummad:Merc'hed el livadurioù zo. --Llydawr (kaozeal) 18 Kzu 2025 da 09:16 (UTC)[respont]

Graet Graet. A galon, Kestenn (kaozeal) 11 Gen 2026 da 16:28 (UTC)[respont]

Rummad goullo. Ur Rummad:Paotred el livadurioù zo. --Llydawr (kaozeal) 18 Kzu 2025 da 13:32 (UTC)[respont]

Graet Graet. A galon, Kestenn (kaozeal) 11 Gen 2026 da 16:28 (UTC)[respont]

Rummad goullo. Ur Rummad:Loened el livadurioù zo. --Llydawr (kaozeal) 18 Kzu 2025 da 13:32 (UTC)[respont]

Graet Graet. A galon, Kestenn (kaozeal) 11 Gen 2026 da 16:28 (UTC)[respont]

Rummad goullo. Ur Rummad:Merc'hed en arzoù zo. --Llydawr (kaozeal) 11 Gen 2026 da 15:27 (UTC)[respont]

Graet Graet. A galon, Kestenn (kaozeal) 11 Gen 2026 da 16:29 (UTC)[respont]

Goullo. Ur Rummad:Gouiziegezh zo. --Llydawr (kaozeal) 15 Gen 2026 da 10:06 (UTC)[respont]

Graet Graet. A galon, Kestenn (kaozeal) 14 C'hwe 2026 da 20:09 (UTC)[respont]

Ne oa ket liammet etrewiki savet em eus unan all Dishual (kaozeal) 26 Mae 2025 da 10:50 (UTC)[respont]

@Dakbzh Pajennoù zo gant liammoù war-du ar bajenn-mañ, ha gallout a rafes kemmañ anezho a-raok ma vo diverket ar bajenn? Huñvreüs (kaozeal) 30 Mae 2025 da 11:30 (UTC)[respont]
@Dishual (meneget am boa un implijer all dre fazi) Pe pajenn all az peus savet? Hag evel em eus skrivet a-us e chom pajennoù enno liammoù war-du ar bajenn Emsavadeg. Huñvreüs (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 06:42 (UTC)[respont]
Demat,
da skarzhañ, ober a rin un adkas.
A galon Dishual (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 10:48 (UTC)[respont]
Gallout a rez lakaat ar bajenn da adkas, n’eus ket ezhomm diverkañ anezhi. Huñvreüs (kaozeal) 30 Gwe 2025 da 11:29 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 3 Meu 2026 da 15:38 (UTC)[respont]

Karantoer: da vout diverket mar plij. Savet am eus daou bennad Karantoer, kumun gozh, ha Karantoer, kumun nevez, evit ma vo aesoc'h. Trugarez en a-raok. Dakbzh (kaozeal) 22 Mez 2025 da 18:57 (UTC)[respont]

@Dakbzh evit skarat ur bajenn eo gwelloc’h goulenn ouzh ur merour hen ober evit ma vo eilet an istorioù. Re ziwezhat eo en degouezh-mañ. A-zivout ar bajenn Karantoer, perak ne vije ket lakaet da bajenn disheñvelout?
Hag ivez:
  • liammoù diabarzh zo war-du Karantoer, moarvat e vije gwelloc’h lakaat anezho da gas war-du unan eus ar pennadoù nevez
  • Kas a ra al liammoù etrewiki war-du pajenn ar gumun gozh c’hoazh.
A galon, Huñvreüs (kaozeal) 23 Mez 2025 da 16:14 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 3 Meu 2026 da 15:38 (UTC)[respont]

Kêrioù Louisiana

[kemmañ ar vammenn]

Nullañ Rummad:Kêrioù Louisiana, ur Rummad:Kêrioù Louiziana zo dija. A galon. Arko (kaozeal) 28 C'hwe 2026 da 11:09 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 3 Meu 2026 da 15:38 (UTC)[respont]

N’eus anv eus hini ebet er pennad. NB: timbroù modern Bro-C’hall n’int ket frank a wirioù hag e vint da ziverkañ, na bellgasit skeudenn ebet anezho. Evel-just eo aotreet skrivañ un destenn diwar o fenn, met evit poent n’eo ket bet graet. Huñvreüs (kaozeal) 1 C'hwe 2025 da 11:20 (UTC)[respont]

N'eus skeudenn ebet er pennad. Ne gomprenan ket.... Tanjee 66 (kaozeal) 12 C'hwe 2025 da 16:53 (UTC)[respont]
@Tanjee 66 Marteze n’eo ket sklaer a-walc’h ar pezh am eus skrivet. Daou dra zo, hep liamm etrezo.
1. Kinnig a ran diverkañ ar pennad peogwir n’eus netra ennañ a-zivout « timbroù diwar-benn Breizh ».
2. Ma vefe skeudennoù eus timbroù diwar-benn Breizh gant unan bennak, taolit evezh, moarvat n’int ket aotreet abalamour d’ar c’hopyright. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2025 da 17:38 (UTC)[respont]
Sklaeroc'h bremañ. Va respont :
1 Din-me eo splann al liamm gant Breizh : tudennoù bet ganet e Breizh, lec'hioù, kêrioù, darvoudoù a bep seurt bet c'hoarvezet er vro. Posubl e vefe ouzhpennañ ur pennadig evit displegañ dre ar munut an dibab zo bet graet, gwir
2 Ober a ran gant skeudennoù a gavan e Wiki Commons, ha nemet ar re a gavan eno. Me 'm eus soñj bezañ lennet e oa aotreet skeudenn un timbr a Vro'-C'hall gant m'eo meneget "La Poste" e-kichen ar skeudenn. Dav eo din gwiriekaat ar fed-se. Forzh penaos ne rin tra a savfe a-enep ar gwirioù miret-strizh.
A galon 2A02:8440:7142:2E7:0:2F:71B2:6901 12 C'hwe 2025 da 18:16 (UTC)[respont]
@Tanjee 66 Kompren a ran gwelloc’h. Hervezon eo anvet fall ar pennadoù: da skouer, pa welan ur pennad anvet Roll timbroù embannet gant Postoù Frañs e soñjan kavout ennañ an holl anezho, met e gwirionez e tenn ar pennad d’ar re a-zivout Breizh nemetken. Neuze e tlefe ar pennad bezañ adanvet Roll timbroù a denn da Vreizh embannet gant Postoù Frañs, pe un dra bennak evel-se.
A-zivout ar skeudennoù: chom a ra da ober war-dro ar re-se. Ret eo menegiñ aotre-implijout pep restr, a-hend-all e vo diverket. Ar re a zo bet embannet gant Bro-C’hall a vo da ziverkañ, war-bouez ar re gozh a zo aet d’an domani foran. Sell ouzh an displegadenn-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2025 da 19:06 (UTC)[respont]
Emañ ar roll er rubrikenn "Timbroù diwar-benn Breizh". Ne vefe ket awalc'h ? 2A02:8440:7142:2E7:0:2F:71B2:6901 12 C'hwe 2025 da 21:23 (UTC)[respont]
2 Ya, skeudennoù bet ebarzhet gwechall, dav eo din cheñch anezho. 2A02:8440:7142:2E7:0:2F:71B2:6901 12 C'hwe 2025 da 21:25 (UTC)[respont]
N’eo ket. Rankout a ra titl pep pennad deskrivañ an endalc’h. Ur meskaj zo bremañ hag gwelout a reer anezhañ, da skouer, pa lenner Timbroù an Emirelezhioù Arab Unanet: liammoù zo war-du Timbr Postoù Ajman, a zo arbennik war ar timbroù a-zivout Breizh, ha Timbroù Manama, a-zivout an holl dimbroù eus al lec’h-mañ.
Un dra all: n’eus nemet liammoù er pennad pennañ Timbroù diwar-benn Breizh ha berr eo Timbr Postoù Ajman, Timbroù Postoù Manav, Timbroù Postoù Monako ha Timbroù Postoù Spagn. Gallout a rafent bezañ kendeuzet gant ar pennad pennañ. Huñvreüs (kaozeal) 13 C'hwe 2025 da 07:33 (UTC)[respont]
@Tanjee 66 Lusket eo an traoù c’hoazh. Adanvet az peus Timbroù diwar-benn Breizh e Roll timbroù a denn da Vreizh embannet gant Postoù Frañs, adkrouet az peus Timbroù diwar-benn Breizh evel m’edo, ha chom a ra ur pennad Roll timbroù embannet gant Postoù Frañs a zlefe bezañ Roll timbroù a denn da Vreizh embannet gant Postoù Frañs. Digomprenus eo. Huñvreüs (kaozeal) 27 C'hwe 2025 da 14:15 (UTC)[respont]
@Huñvreüs : Ar gwir zo ganit. Reizhet 'm eus ar bajennad. A galon.@Tanjee 66
Mod all, posubl eo kendeuziñ ar pennadoù ar meneg eus timbroù Spagn, Monako... N'em boa ket savet pennadoù "Manav" na "Ajman", kendalc'het 'm eus war an hevelep patrom, da laret eo ur pennad/bro. Met gwir eo, berr tre eo. Tanjee (kaozeal) 27 C'hwe 2025 da 16:18 (UTC)[respont]
Gallout a rafes derc’hel ur pennad arbennik evit ar re embannet gant Postoù Frañs ha lakaat danvez ar pennadoù all e-barzh Timbroù diwar-benn Breizh. Huñvreüs (kaozeal) 27 C'hwe 2025 da 16:24 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 8 Meu 2026 da 15:37 (UTC)[respont]

Stiradoù skinwel Sukorea

[kemmañ ar vammenn]

An holl bajennoù e Rummad:Stiradoù skinwel Sukorea (hag ar rummad) a zo bet krouet gant ur gont spam bet stanket, pell zo, en un doare hollek. Kinnig a ran diverkañ an holl. Huñvreüs (kaozeal) 22 C'hwe 2026 da 12:21 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 16 Meu 2026 da 20:41 (UTC)[respont]

Roll tud vrudet Puerto Rico

[kemmañ ar vammenn]

Roll tud vrudet Puerto Rico eo ar pennad nemetañ a grog gant "Roll tud", war-bouez Roll tud bet drouklazhet. Ur rummad Rummad:Tud Puerto Rico zo dija, ha n'eus boued ebet er pennad nemet an anvioù. Huñvreüs (kaozeal) 8 Meu 2026 da 15:46 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 26 Meu 2026 da 10:28 (UTC)[respont]

Rummad:Arme

[kemmañ ar vammenn]

Goullo. Ur Rummad:Luioù zo.--Arko (kaozeal) 27 C'hwe 2020 da 20:59 (UTC)[respont]

Plas zo evit an daou : en:Category:Military ha en:Category:Armies. Ret e vo choaz anv avat, etre Rummad:Luioù ha Rummad:Armeoù. --Llydawr (kaozeal) 28 C'hwe 2020 da 07:45 (UTC)[respont]
Petra eo an diforc'h etre an daou rummad e saozneg ?--Arko (kaozeal) 7 Meu 2020 da 09:23 (UTC)[respont]
?--Arko (kaozeal) 29 Meu 2020 da 16:24 (UTC)[respont]
Sellit ouzh ar rummadoù saoznek evit kompren an diforc'h etrezo. --Llydawr (kaozeal) 30 Meu 2020 da 10:44 (UTC)[respont]
Studi--Gwendal (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 06:34 (UTC)[respont]
Ne seblant ket gwall splann an diferañs e saozneg din. Din-me e rankor choaz etre Arme ha Lu e brezhoneg dre m'eo heñvelster. Tuet e vijen da vont war-zu "Arme", met ne gavan ket unan kalz gwelloc'h eget egile. Petra a soñjit ? Lekemok (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 08:26 (UTC)[respont]

Ali on ivez da skrivañ armeoù--Kadwalan (kaozeal) 17 Mae 2022 da 22:42 (UTC)[respont]

Kozh-Noe eo ar goulenn-mañ. Dizimplij eo ar rummad Luioù, ennañ ez eus ur rummad Morlu, goullo. Ma n'eus ali ebet a-enep a-benn nebeut e tiverkin an daou. Huñvreüs (kaozeal) 8 Meu 2026 da 15:51 (UTC)[respont]
Graet Huñvreüs (kaozeal) 26 Meu 2026 da 10:28 (UTC)[respont]

Ur pennad Peurunvanidigezh zo dija. T42N24T (kaozeal) 24 Meu 2026 da 17:36 (UTC)[respont]

Graet Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2026 da 16:42 (UTC)[respont]

Phare d’Eckmühl

[kemmañ ar vammenn]

Pennad Phare d’Eckmühl da ziverkañ, ur pennad Chancerelle (ledanoc'h) zo bet krouet. Phare d’Eckmühl n'eo ken ur merk eus Chancerelle. A galon, Arko (kaozeal) 22 Ebr 2026 da 20:27 (UTC)[respont]

Adkaset, an adkas re raio ket poan d’am soñj. Huñvreüs (kaozeal) 23 Ebr 2026 da 09:51 (UTC)[respont]

Gourinizi Breizh

[kemmañ ar vammenn]

Gourinizi Breizh a glot gant ur rummad hag a zo anezhañ dija (trugarez @Arko). Diverkañ a rin nemet ma soñj d'unan bennak eo mat mirout. A galon, 6 Ebr 2026 da 19:00 (UTC) Kestenn (kaozeal) 6 Ebr 2026 da 19:00 (UTC)[respont]

Graet Diverket Kestenn (kaozeal) 1 Mae 2026 da 07:26 (UTC)[respont]


Goulennoù war studi

[kemmañ ar vammenn]

Rummad:Mezegiezh ha Rummad:Medisinerezh

[kemmañ ar vammenn]

Ha neuze Rummad:Mezeien ha Rummad:Medisinered, hag all.--Arko (kaozeal) 29 Meu 2020 da 16:24 (UTC)[respont]

An daou a zo ? Dav 'vo choaz neuhe, ha sevel un adkas matrehe ? Lekemok (kaozeal) 29 Meu 2020 da 20:43 (UTC)[respont]
Ya, peseurt hini choaz d'az meno ?--Arko (kaozeal) 29 Meu 2020 da 20:58 (UTC)[respont]
Tued 'vezan da implijed "medisin" kentoc'h eged "mezeg" (ha neuze "medisinerezh"). An Ofis a laka an daou war-wel (Médecine - Termofis). Ar sañtimant 'm eus bed memestra e reer kentoc'h gant "mezegiezh" e metoù an emsav (met gant "medisin" ewid kaozeal diwar-benn an den :) ), an dra-he zo kaoz 'm boa rummataed ar pennadoù-nevez 'm boa graed dindan "mezegiezh". Lekemok (kaozeal) 30 Meu 2020 da 11:44 (UTC)[respont]
En degouezh-se e tiverker ar rummad diezhomm da gustum, goude bezañ cheñchet ar rummad er pennadoù. Votiñ a rafen evit mezeien ha mezegiezh. --Kadwalan (kaozeal) 30 Ebr 2022 da 16:03 (UTC)[respont]

Goulennoù d'ober war o zro

[kemmañ ar vammenn]

Ur rummad Rummad:Hinouriezh a zo dija. A galon, Arko (kaozeal) 13 Du 2025 da 13:18 (UTC)[respont]

Arabat kemmeskañ an daou. Er yezhoù all e lakaer kemm etre ar rummadoù ca:Categoria:Meteorologia ha ca:Categoria:Climatologia, pe en:Category:Meteorology ha en:Category:Climatology evel ma lakaer kemm etre ar pennadoù ca:Meteorologia ha ca:Climatologia, en:Meteorology ha en:Climatology... --Llydawr (kaozeal) 19 Du 2025 da 15:37 (UTC)[respont]
Ya, daou dra disheñvel eo an hin ha liv an amzer. Da virout a gav din. A galon, Kestenn (kaozeal) 23 Du 2025 da 17:47 (UTC)[respont]
Ya gouzout a ran eo daou dra disheñvel, met Geriadur Ménard, Termofis, Glosbe ha Preder a dro météorologie e hinouriezh. Ménard & Termofis a dro climatologie e hinadouriezh. Brezhoneg21 (geriadur ar skiantoù) & Favreau a dro climatologie e klimatologiezh, skiant an hin (ha météorologie e meteorologiezh, studi an amzer). A galon, Arko (kaozeal) 25 Du 2025 da 10:05 (UTC)[respont]

Menegerioù

[kemmañ ar vammenn]

Ar Rummad:Menegerioù hag an isrummadoù ne servijont da netra, a gav din. Ar rummadoù ha n'eo ket ar pajennoù rummataet enno, evel-just. Huñvreüs (kaozeal) 27 C'hwe 2026 da 19:59 (UTC)[respont]