Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent

Eus Wikipedia

Buhez ar Sent eo an anv a vez graet eus ul levr relijiel a zo bet lennet kalz war ar maez e dibenn an XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved. E gwirionez ez eus kaoz eus meur a levr disheñvel.

XVIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Buez ar Sænt, evit gloar Doue, evit enor ar Sænt, evit sanctification an Eneou, Glaoda Marigo, Kemper, 1752. Adembannadur 1837 a c'haller lenn amañ.

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Buhé er Sænt, J. Le Crom, Gwened, 1839.
  • Buhé er Sænt, guet reflexioneu spirituel aveit pep dé ag er blai, J. Le Crom, Gwened, 1839.
  • Buhé er Sænt guet reflexioneu spirituel dré ur beleg ag en escobti (Loeiz Kilhere), Gwened, 1839.
  • Buhez ar Zænt lakeat e brezounec Leon gant an aotrou Perrot person a Blougonvelen, Brest, 1846. An aotrou Perrot-se eo Jakez Perrot (1804 -1877), genidik eus Sant-Pabu.
  • Buez ar Sænt, gant reflexionou spirituel, L. Prud'homme, 1855
Buhez ar Sent, Morvan, adembannadur 1894. Pa gliker e c'haller lenn al levr.
  • Buez ar Zent, skrivet a nevez e brezounek gant ann aotrou Gabriel Morvan, chaloni euz a iliz kathedral Kemper, Teurgn, 1884. Adembannet meur a wech, e 1894, 1898, 1913.
    • Buez ar Zent, Kemper, Moulerezh Kerangal, 1894. Eil embannadur, adlennet ha reizhet gant Yann-Vari Nikolaz (1848-1899).
    • Trede embannadur e 1898 : Moullerez A.Kaigre, ru Traverse, 18. Brest. Unan all a voe c'hoazh en 1913.

XXvetkantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
[Buez ar Zent, gant Gabriel Morvan, embannadur 1913.

Anvioù e Buhez ar Sent

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo a garfe implij stummoù an anvioù evel m'emaint e Buhez ar Sent, kentoc'h eget e geriadurioù nevesoc'h. Setu un nebeud anvioù tennet eus taolenn Buhez ar Sent ar bloavezh 1912, er bajenn 945:

Kemmet eo an doare-skrivañ abaoe 1912.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Plede evit levr Buhez ar Sent, Klerg, Barr-Heol niv. 99, pp. 36–44.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Wikimammenn e kaver

  • Buez ar Sænt (1837) gant G. Marigo,
  • Buhé er Sænt (1839) gant J. Le Crom,
  • Buhé er Sænt (1839) gant L. Kilhere,
  • Buez ar Sænt (1855), adembannadur, gant G. Marigo,
  • Buez ar Sænt (1857), adembannadur, gant G. Marigo,
  • Buez ar Zent (1894) gant G. Morvan ha J. Nicolas,
  • Bue ar Zent (1912) gant Yann-Vari Perrot, adwelet gant Erwan ar Moal,
  • Buez ar Zent (1913) gant G. Morvan ha J.-M. Le Gall.