Buez ar Zent (1911)
Neuz
Ur pennad Buhez ar Sent zo ivez.
Buez ar Zent eo anv an doare eus Buhez ar Sent a zo bet savet gant Yann-Vari Perrot, d'ar mare ma oa kure e Sant-Nouga. Skeudennet e voe gant Louis Le Guennec ha moullet e ti ar Gwaziou e Montroulez, e 1911.
Evit sevel e levr e oa bet an aotrou Perrot e-pad bloaz e Ti Sant-Jozef e Kastell-Paol[1]. Diwar an holl bennadoù a gaver el levr ez eus 25 ha n'int ket bet skrivet gant Yann-Vari Perrot met gant beleien all : an aotrounez Martin, kure Penmarc'h, Leon, kure Kernevel, ha Prigent, kure Brieg[2].