Yann-Vari Nikolaz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Yann-Vari Nikolaz, ganet d'an 23 Kerzu 1849 e Plougerne ha marvet d'ar 27 Mae 1899 e Ploudiern, oa ur beleg ha skrivagner breizhat. Persoun e voe e Lanrieg hag e Ploudiern.

Sevel a reas meur a levr diwar-benn ar relijion. Merour Kannad ar Galoun Zakr e voe ivez. E 1894 e labouras da reizhañ Buhez ar Zent, al levr savet gant Gabriel Morvan hag a oa bet embannet evit ar wech kentañ dek vloaz a-raok, e 1884.

Lakaat a reas e brezhoneg Leon Histoèr Santél ar chaloni Buleon hag a voe embannet goude e varv gant Alan an Habask, person Kloar-Karnoed.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]