York
York | |
---|---|
Cathedral city | |
![]() | |
The Minster
| |
Anv kozh | (non) Jórvek |
| |
Riez | ![]() |
Bro | ![]() |
Rannvro | Yorkshire and the Humber |
Kontelezh lidel | ![]() |
Lec'hiadur | |
53° 57′ 36″ N, 1° 4′ 48″ K | |
Douaroniezh | |
Gorread | 33,7 km² |
Poblañs | 141 685 den (renablet e 2021) |
Stankter | 4 204 den/km² |
Melestradur | |
Post | YO1, YO10, YO19, YO23-24, YO26, YO30-32, YO41 |
Pellgomz | 01904 |
Internet | york.gov.uk |
York zo ur gêr istorel en hanternoz Bro-Saoz hiziv, hag unan eus re goshañ er vro, pa voe savet war-dro ar bloaz 71 e kember ar stêrioù Ouse ha Foss gant ar Romaned dindan an anv Eboracum, kêr-benn ar proviñs Britannia Inferior. Diwezhatoc'h e voe kêr-benn rouantelezhioù Northumbria ha Jórvík a-raok bezañ hini Yorkshire betek 1974.
Da 141 685 e save an niver a dud e kêr e 2021.
Ur skol-veur vrudet zo enni, bet staliet e 1963.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ptolemaios, II, 3, 10 : Eboracum, Legio VI Victrix, ur gêr d'ar Vriganted ; VIII, 3, 7 : Eboracum.
- Itinerarium Antonini, 4661 (Iter 1) : Eburacum Leug. VI Victrix, 4684 (Iter II) : Eburacum; 4757 (Iter V) : Eburaco; 4786 (Iter VIII) : ab Eburaco.
- Dizanv Ravenna, 10714 : Eburacum.
- Notitia Dignitatum, XL3 (skeudenn) : Sextae ; XL18 (skrid) : Praefectus legionis sextae.
- Rivet & Smith : Eburacum[1].
E brezhoneg, an anv Evrog zo bet goveliet diwar ar c'hembraeg Efrog, deveret diwar an anv latin Eburacum ; dispredet eo bremañ.
![]() |
|
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 71, ar jeneral romaned Quintus Petillius Cerialis ha soudarded e Legio VIII Hispana a erruas e bro ar Vrigantes, ma lakaas sevel ur c'hreñvlec'h nepell diouzh kember ar stêrioù Ouse ha Foss. Brasaet e voe ar ramparzhioù en IIIe kantved.
Daveoù da Eboracum a gaver etre 95 ha 104 ; e-tro ar bloaz 108 ec'h eas al Legio VIII Hispana kuit, hag e 119 ec'h erruas al Legio VI Victrix. Betek 383 e chomas ar Romaned en Eboracum.
E miz Du 866 e voe kemeret York gant Vikinged. Dek vloaz goude e voe diazezet Rouantelezh York ganto.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 06/06/2025.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Rivet, A. L. F. & Smith, Colin (1979) : The Place-Names of Roman Britain, p. 355. London : Batsford, 1979 (ISBN 978-0-7134-2077-7)