Yorkshire
Neuz
Yorkshire
| Anv ofisiel | Yorkshire |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | Yorkshire |
| Anv annezidi | Yorkshireman |
| Kevandir | Europa |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Kêr-benn | York |
| E tiriad | Bro-Saoz, Rouantelezh Saoz |
| Daveennoù douaroniel | 53°57′30″N 1°5′0″W |
| Niverenn katalog | YRK |
| Lec'hienn ofisiel | http://yorkshire.com |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Yorkshire |
| Category for the view of the item | Category:Views of the Yorkshire country side |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Yorkshire |


Yorkshire (/ˈjɔːrkʃər/ pe /ˈjɔːrkʃɪər/; skrivet ivez Yorks) zo ur gontelezh istorel eus Bro-Saoz e Breizh-Veur, e biz ar vro, ha hini vrasañ ar Rouantelezh-Unanet. York eo ar gêr vrasañ. Abalamour d'ar vent vras eo bet rannet meur a wech.
Ur rozenn wenn eo arouez Yorkshire abalamour da Tiegezh York, e-pad Brezel an Div Rozenn. D'ar 1añ a viz Eost emañ ar "Yorkshire Day", devezh ar vro.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]|
|
E-keñver melestradurezh eo rannet e peder lodenn : |
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div boblad Kelted a oa:
- Brigantes en hanternoz ha kornôg (North Riding of Yorkshire ha West Riding of Yorkshire hiriv) a oa dezho an douaroù brasañ eus Bro-Saoz hiriv. Isurium Brigantum (Aldborough hiriv) e oa o c'hêr-benn en amzer ar Romaned bepred
- Parisi er reter (East Riding of Yorkshire hiriv), kerent marteze d'ar bobl eus Galia anvet Parisii, hag a oa o c'hêr-benn e Lutetia Parisiorum. Petuaria e oa o c'hêr-benn, e-tal aber an Humber. Pa grogas an aloubadeg roman e 43 e chomas o rouantelezh gant ar v-Brigantes, dindan evezh Roma, e-pad ur pennad hir, dindan ar rouanez Cartimandua hag he fried Venutius.
