Mont d’an endalc’had

Eboracum

Eus Wikipedia
Delwenn an doue Meurzh, e Mirdi York

Eboracum (Eboracon e predeneg) a oa ur c'hreñvlec'h e Britannia hag a zo deuet da vezañ kêr York (Efrog e kembraeg a hiziv) e norzh Yorkshire, e Bro-Saoz.

Daou impalaer roman a varvas en Eboracum : Septimius Severus er bloaz 211 ha Constantius Chlorus er bloaz 306.

Latinekaet e voe an anv Eboracon dre lakaat an dibenn latin -um e-lec'h an dibenn predenek -on. Evel-henn e c'hoarvezas ivez e Galia hag e Lusitania (Ebora Liberalitas Julia). Meur a anv-lec'h gallek a zeufe eus *eburacon / *eburiacon, da skouer : Évry, Ivry, Ivrey, Ivory, Ivrac.