Constantius Chlorus

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Constantius Iañ Chlorus, c. 300
Ny Carlsberg Glyptotek, Kopenhagen
Nummus Constantius Chlorus

Constantius Iañ, lesanvet Constantius Chlorus (diwar an henc'hresianeg Κωνστάντιος Χλωρός, Kōnstantios Khlōrós, "Konstantios Morlivet"), Marcus Flavius Valerius Constantius Herculius Augustus e anv latin (31 a viz Meurzh c. 250 - 25 a viz Gouere 306) a voe impalaer roman etre 305 ha 306.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Dardania e Moesia Superior (Serbia hiziv). Hervez e vab e oa kar d'an impalaer Claudius II, hogen hiziv e soñjer e oa bet ijinet ar gerentiezh-se.(Daveoù a vank)
Soudard e voe en arme roman, hag unan eus Protectores Augusti Nostri an impalaer Aurelianus (c. 215-275).

Perzh a gemeras er brezel da adkemer impalaeriezh Palmyra, e Syria a-vremañ. Un tribun e voe en arme Probus hag anvet da c'houarnour Dalmatia dindan Carus.

Dimeziñ a reas da Flavia Iulia Helena. Tad Constantinus Iañ e oa.

E 293 e voe anvet da Gaesar pa voe krouet an titl-se e framm an detrarkiezh. Evit-se ivez e rankas dimeziñ da verc'h Maximianus, Teodora ; marteze e rankas kas Flavia Helena kuit, met n'eus diell ebet da gadarnaat kement-se.

En Enez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karget e voe da zont a-benn eus emsavadeg Carausius, a oa e penn lestraz Gesoriacum (Boulogne-sur-Mer), rak hennezh, gant skoazell ar Franked, a oa dispartiet diouzh an impalaeriezh roman ha ren a rae war Proviñs Britannia ha hanternoz Galia.
Gant kalz a boan e kemeras Gesoriacum e 294, ha daou vloaz e voe o tont a-benn eus ar bagadoù soudarded emsavet ha da brientiñ aloubadeg Enez Vreizh. Gant e listri e kuitaas Gesoriacum e 296 : div arme a voe graet, an eil renet gant Constantius hag eben gant ar prefed Asclepiodotus. Abalamour d'al latar e rankas Constantius distreiñ da C'halia, met arme Asclepiodotus a c'hallas dilestrañ hag en em gannañ ouzh hini Allectus, an hini en devoa lazhet Carausius ha kemeret e lec'h.

E 298 e voe trec'h war an Alemanned o devoa treuzet ar Roen, a lakae freuz ha reuz e reter Galia, hag o devoa lakaet seziz war Andemantunnum (Langres).

En hañv 306 e varvas Caesar Constantius Iañ Chlorus, en Eboracum en Enez Vreizh.


SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Tierniezh ...
En e raok :
...
(... - ...)
Constantius Chlorus
(305 - 306)
War e lerc'h :
Constantinus Iañ
306-...
Heuliad Henroma