Carausius

Eus Wikipedia

Carausius (Marcus Aurelius Valerius) (marv e 293) a oa genidik eus bro ar Menapii. Er bloaz 286 e voe lakaet, gant an impalaer Maximianus Herculius, e penn Classis Britannica, da lavarout Morlu (roman) Enez Vreizh, evit difenn aodoù Galia hag Enez Vreizh diouzh ar vorlaeron sakson ha frank. Met, e-lec'h rentañ an traou laeret, e vire ul lodenn evitañ. Abalamour da se e voe lakaet klask war e dro. Evit en em zifenn en em anvas neuze Aogust, da lavaret eo "impalaer" e-unan, gant asant lejionoù Enez Vreizh war a seblant.

Evel-se e renas war Enez Vreizh ha war aodoù hanternoz Galia, ha gwelet e voe evel un alouber gant an impalaerien all, betek 293, ar bloaz ma voe lazhet gant Allectus, en devoa lakaet e penn e velestradur.

Liamm diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]