Mont d’an endalc’had

Dalmatia

Eus Wikipedia
Kartenn eus Kroatia, gant Dalmatia teñvaloc'h

Dalmatia (Dalmacija e kroateg) zo ur vro istorel a-hed aod reter Mor Adria. E Kroatia emañ hiziv, dreist-holl.

Aloubet e voe ar vro gant ar Romaned, dindan an impalaer Oktav Aogust ha savet e voe proviñs roman Dalmatia, gant Diokletian. Pa yeas an Impalaeriezh roman d'an traoñ, e 460, e tremenas douaroù Dalmatia e dalc'h Impalaeriezh roman ar Reter. Goude aloubadegoù gant Germaned er VIvet kantved e teuas Slaved d'en em ziazezañ er vro.

Etre 1358 ha 1808 e voe renet kreiz ar vro gant Republik Ragusa, pa oa inizi an hanternoz e dalc'h Republik Venezia betek 1797. Goude-se e voe Dalmatia dindan beli Impalaeriezh Aostria (1797-1808). E 1808 e teuas armeoù an Impalaeriezh c'hall kentañ ha staget e voe Dalmatia ouzh ar vro-se, e stumm ur stad emren anvet Proviñsoù Illiria, betek 1814. Neuze e teuas da vezañ ur broviñs eus Aostria, ha diwezhatoc'h Aostria-Hungaria. E 1918 e voe lakaet Dalmatia e Rouantelezh ar Serbed, Kroated ha Slovened (Yougoslavia). E-pad an Eil brezel-bed e oa ul lodenn eus stad dizalc'h Kroatia, harpet gant Italia hag Alamagn. E 1944 e voe dieubet gant "Partizaned" Josip Broz Tito, ha dont e-barzh stad sokialour Yougoslavia, e republik Kroatia. E 1990 e teuas Kroatia da vezañ dizalc'h.

Gwechall e veze komzet eno yezhoù dalmatek, zo yezhoù romanek kar d'ar roumaneg ha d'an italianeg. Aet e oa ar yezhoù-se da get e dibenn an XIXvet kantved. Er Grennamzer e voent implijet gant uhelidi ar vro, e-kichen yezh Venezia hag ar c'hroateg. Un nebeud roudoù skrivet a chom anezho.

Sellit ouzh Listenn inizi Kroatia.

Kêrioù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]