Yezhoù dalmatek

Eus Wikipedia
Takad istorel an dalmateg

Un is-skourr eus ar yezhoù indezeuropek eo ar yezhoù dalmatek pe ilirek-romanek komzet gwechall e Dalmatia, Kroatia. Kar ez int d'ar roumaneg:

mammenn emdroet da Latin Veilhoteg Roumaneg Italianeg Brezhoneg
/kt/ /pt/ octo guapto opt otto eizh
/gn/ /mn/ cognatus comnut cumnat cognato kar
/ks/ /ps/ coxa copsa coapsa coscia lez

Hervez ar yezhour kroatek Žarko Muljačić e oa teir yezh pennañ:

  • ar yadertineg (komzet en-dro da Zara / Zadar)
  • ar ragusaeg (komzet e Ragusa / Dubrovnik)
  • hag al labeateg (komzet en-dro da Cattaro / Kotor)

Pa 'z eas da get ar yezhoù dalmatek el lodenn vrasañ eus o zakad istorel er grennamzer, ne chomas nemet div rannyezh, hini kêr Ragusa (kroateg: Dubrovnik) hag hini enez Veglia (kroateg: Krk).

Ar ragusaeg a chome en implij betek fin ar XVIvet kantved, hag ar veilhoteg betek an XIXvet kantved.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Žarko Muljacić: Das Dalmatische. Studien zu einer untergegangenen Sprache. (=Quellen und Beiträge zur kroatischen Kulturgeschichte. 10). Köln 2000. ISBN 3-412-09300-9 (en alamaneg)