Republik Venezia

Eus Wikipedia
Douaroù Republik Venezia en arvor Mor Adria e 1796.
Banniel Republik Venezia

Republik Venezia (a oa hec'h anv leun Serenissima Repubblica di Venezia en italianeg) a oa ur stad savet en-dro da gêr Venezia hag a badas eus ar bloavezh 697 d'ar bloavezh 1797. Renet e veze gant un doge[1]. Brudet e oa marc'hadourien Republik Venezia e tout ar broioù a oa en-dro d'ar Mor Kreizdouar. E 1797 e voe aloubet gant armeoù Napoleon Bonaparte a oa o vrezeliañ en Italia. Diwezhatoc'h c'hoazh e voe ur republik verrbad en-dro da Venezia etre 1848 ha 1849, anvet Repubblica di San Marco.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Dodje" e geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon.