Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 02, bloaz 2014

Eus Wikipedia

06/01/2014 — 12/01/2014

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en eil sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Pell zo ne oa ket bet kaoz eus an departamantoù gall amañ, setu distro an aerouant eta hag an arguzennoù kamm.

a) Difennet eo kemmañ abaoe 2006? Seul goshoc'h seul welloc'h? Hervez reolennoù wikipedia e c’haller kemmañ ne vern pe bennad. Kemmet e vije bet ar reolennoù dec’h da noz? gant piv 'ta?
b) Haute-Savoie e oa ivez e 2006, a-raok bezañ kemmet: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Savoia-Uhel&diff=next&oldid=85082. Seulz galz koshoc'h seul galz welloc'h?
Nord (Burkina Faso),
Nordeste (Brazil),
New Hampshire, South Dakota, West Virginia,
Nueva Esparta

hep kontañ kement Trinded/Trinidad, Ster Du/Rio Negro, Enez Hir/Long Island ha Kêrcharlez/Charleston zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Gen 2014 da 19:27 (UTC)[respont]

E pennadoù all ar Wikipedia-mañ e kaver ar stumm gallek "Haute-Savoie" : er pennad Rhône-Alpes da skouer. Ha "Savoie (departamant)" eo titl ar pennad diwar-benn an departamant all. --Llydawr (kaozeal) 7 Gen 2014 da 22:34 (UTC)[respont]
Ma kaver "Savoie (departamant)" eo peogwir eo bet adanvet e-giz-se gant Bianchi-Bihan : [1]; Savoia (departamant) e oa titl ar pennad a-raok, diwar un emglev tizhet da heul ur votadeg hervez ar pezh a lenner er bajenn gaozeal. Kas a ra Bianchi-Bihan e labour adenvel dre zindan, ha goude-se e c'houlenn e vefe diverket ar pajennoù kozh. Evel-se eo bet kont gant
--109.218.85.169 8 Gen 2014 da 05:14 (UTC)[respont]

Kement-se holl a gavan souezhus a-berzh unan hag a gont eo ret ober gant "Evrog Nevez" evit ober anv eus New York [7].

Mantrusoc'h a zo avat, n'eo an istor-mañ, 'm eus aon, nemet ur seurt dial. Gwelit red an darvoudoù:

  • Goude ur goulenn daveoù tri miz manet direspont ec'h adanvan "manieregezh" (testeniet) ar pennad, e-lec'h "orbidouriezh" didesteniet Bianchi Bihan (ger hag a c'hallfe bezañ troet gant "grimaçologie"), hag e lakaan en "diverrañ": «ober gant gerioù testeniet».
  • Kerkent degouezhet war ar WP, goude bezañ lakaet ur respont er bajenn "manieregezh" o tiskouez pegen drouklaouen e oa, ez a da adenvel ur bajenn am boa labouret warni an derc'hent, hag eñ da lakaat da ziverrañ: «ober gant gerioù testeniet» (hag eñ ken divoas koulskoude da leuniañ ar voest "diverrañ"). N'eo, 'm eus aon, ar paourkaezh "Savoia-Uhel" gwall zinoaz (a oa gant an titl-se abaoe 8 vloaz), nemet un digarez. Arabat e vefe d'an implijerien all bezañ touellet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Gen 2014 da 23:35 (UTC)[respont]
  1. Evrog Nevez zo testeniekaet da vihanañ en un embannadur brezhonek bennak, hag e kembraeg, ha n'haller ket lavarout kemend-all eus Savoia-Uhel, pe Saona-ha-Liger, pa n'eo ket bet embannet kartenn vrezhonek Frañs gant an Ofis, gortozomp ur pennadig c'hoazh;
  2. ma komprenan mat, ur wech ouzhpenn, e tisplij d'an aotrou Trec'hlid reolennoù wikipedia, sklaer koulskoude: gallout a ra n'eus forzh piv ober evezhiadennoù, ha n'eo ket eñ hepken (ha war peseurt ton a-wechoù!); abeg a blij dezhañ kavout e labour ar re all, pa n'eo ket evit gouzañv evezhiadenn ebet ;
  3. gallout a ra c'hoari studiañ psikologiezh e genlabourerien, ma kred dezhañ emañ o c'hoari poker amañ, met faziet eo ma kred gwelout dial pe irienn en-dro dezhañ war zigarez ma kav dizemglev gantañ ; kement-se moarvat n'eo nemet un tamall ouzhpenn, un dra difennet gant reolennoù wikipedia : [8]. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gen 2014 da 08:38 (UTC)[respont]

Savoie/Savoia/Savouè

[kemmañ ar vammenn]

Perak klask pemp troad d'ar maout ?

Gallek eo Savoie
Italianek eo Savoia
Arpitanek (yezh ar vro) eo Savouè, evel ma c'haller lenn er Wikioù saoznek ha gallek, da skouer.

Me a chomfe feal da anv ar vro e yezh ar vro, pa 'z eo "Breizh" anv ma bro ha n'eo ket Bretagne, Brittany, Bretaña... pe Llydaw zoken. Lezomp eta An Drinded da Vreizh ha Trinidad da Drinidad & Tobago.
Evit a sell ouzh anvioù departamantoù (aozadurioù melestradurel gall) Savouè, gwelloc'h eo o lezel e galleg kentoc'h eget lakaat italianeg ouzhpenn ar galleg da gas an arpitaneg da get – an /è/ ne vo ket ur gudenn er Wiki-mañ war a hañval, pa vez anvioù dilennus da bennadoù zo : gwelit Guðbrandur Þorláksson a-douez reoù all (penaos kavout ar bajenn-mañ pa ne ouzer ket resis penaos e vez skrivet he zalbenn ?). — Sad Edgar (kaozeal) 7 Gen 2014 da 22:49 (UTC)[respont]

Un adkas zo eus ar stumm Gudbrandur Thorlaksson d'ar stumm islandek Guðbrandur Þorláksson. Evel-se e vez graet ivez en darn vrasañ eus ar Wikipediaoù all. --Llydawr (kaozeal) 8 Gen 2014 da 07:56 (UTC)[respont]