Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Ar choler

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia
Evezhiadenn diwezhañ: 1 miz zo gant Ar choler e kaozeadenn Help

Salud dit ! Diverket 'peus ma reizhadennoù er pennad Paul Revere's Ride. N'eo ket diwar skañv e oant bet degaset ganin. Diwar-benn an implij eus "a-benn", sell ouzh pennad Yann Gerven . Ha diwar-benn an implij eus "lakaat termen", sell ouzh Devri. A galon, --Llydawr (kaozeal) 6 Meu 2019 da 16:57 (UTC)

Salud dit, Ne'm eus ket diverket da zifaziadenn "evit" e-lec'h *a-benn, skrivet em eus e oa direizh *a-benn, zoken, peogwir e oa bet graet kazeg gant al Lifreoù Ruz  ! Evit a sell ouzh "lakaat termen da", gant an droienn-se em befe graet ivez er c'hemperzh, setu em boa lennet Devri (13) ha geriadur Martial p. 1314b, linenn 9/10 a-raok diverkañ *fin evit distreiñ da skrid Keritiad. Trugarez evit bout kenlabouret, aze emañ spered ar Wiki. --Ar choler (kaozeal) 6 Meu 2019 da 17:21 (UTC)

Iwerzhoneg

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! turas eo ar ger en nominativ ha turais er genitiv, evel ma weler er geriadurioù iwerzhoneg. Hag evel-se eo skrivet, evel-just, ma sellez ouzh an dave roet (ret eo klikañ war "Oscail taifid scanáilte" evit gwelet un notenn dornskrivet). A galon, --Llydawr (kaozeal) 4 Ebr 2019 da 10:35 (UTC)

OK, ne oan ket aet pell a-walc'h ! Trugarez dit, --Ar choler (kaozeal) 4 Ebr 2019 da 10:59 (UTC)

Wikipedia:Dilennadeg 2022

[kemmañ ar vammenn]

Salud, Trugarez vras eus ho pedadenn met ne gav din en defe ur paourkaezh IP ar gwir da vouezhiañ da-geñver ar seurt darvoud pouezus-kenañ evit ar gumuniezh. Chañs vat d'ho lapined memes tra ! A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:489A:903D:3315:DE12 15 C'hwe 2022 da 11:44 (UTC)

Demat dit,
Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ.
A galon,
-- Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:33 (UTC)

Goulenn ali

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:16 (UTC)Respont

Mizvezh Diplomatiezh Sevenadurel Ukraina 2024

[kemmañ ar vammenn]

https://meta.wikimedia.org/wiki/Ukraine%27s_Cultural_Diplomacy_Month_2024/Participants/br Krog on da dreiñ an traoù amañ, ma fell deoc'h sikour? A galon Dishual (kaozeal) 2 Meu 2024 da 21:39 (UTC)

Ur c'heloù mat ! Astennet em eus Ukraineg ha Kan broadel Ukraina ; dav e vefe rannañ al labour, kuit a gaout 2 bennad war ar memes danvez ? Ar choler (kaozeal) 3 Meu 2024 da 20:49 (UTC)
Demat, normalamant em eus troet tamm pe damm darn ra c'hemennadennoù. Da wiriekaat ha stankan an toulloù a chomo benn neuze.
A galon Dishual (kaozeal) 3 Meu 2024 da 20:56 (UTC)
Graet Ar choler (kaozeal) 4 Meu 2024 da 13:32 (UTC)

Kemm en da bajenn implijer

[kemmañ ar vammenn]

Iskis eo ar c’hemm-mañ. Graet ganit hep bezañ kevreet, pe graet gant un den all? Derc’hel pe nullañ? Huñvreüs (kaozeal) 10 Meu 2024 da 16:31 (UTC)

N'eo ket bet graet ganin : ne ouzon ket alamaneg. Nullet em eus ar c'hemm. Trugarez dit evit da gemennadenn ! Ar choler (kaozeal) 10 Meu 2024 da 17:03 (UTC)

Hentoù-harn

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Unan all evidoc'h 'benn p'ho c'hoant. "* War al linenn hent-houarn Sant-Meven Loudieg, serret, emañ Tremorae."Dakbzh (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 16:09 (UTC)

Re wir ! PK 42,75 adalek Loudieg ! Kenderc'hel a rin da gempenn al linennoù a zo, a-raok stagañ ganti. Ar choler (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 16:41 (UTC)
Mat-tre. trugarez. Dakbzh (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 17:12 (UTC)
Graet Graet eo ! Ar choler (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 18:47 (UTC)
Dreist! Dakbzh (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 20:00 (UTC)

Emgannan Alre

[kemmañ ar vammenn]

N'on ket echu. amzer mar plij ! Kadwalan (kaozeal) 23 Ebr 2024 da 20:28 (UTC)

Ne'm eus graet nemet lemel ur skeudenn doubl ; ne c'heller ket gouzout pegoulz e vez "echu" ur pennad. Ar choler (kaozeal) 24 Ebr 2024 da 09:19 (UTC)
Gallout a reer kavout un tamm pasianted ha chom hep kemm traoù er pennadoù just goude ar c'hemmoù diwezhañ, betek-gouzout ne vefe ket echu end-eeun. Klasket em eus ar skeudenn zoubl-se evit ober udb. ganti. N'eo ket grevus met torr-penn eo koll amzer. Kadwalan (kaozeal) 24 Ebr 2024 da 12:25 (UTC)

Gwarezva Arabia ar Su

[kemmañ ar vammenn]

Ne gavan ket gwelloc'h ar bajennad evel m'emañ bremañ... Tanjee 66 (kaozeal) 25 Ebr 2024 da 23:05 (UTC)

OK, nullet em eus ar c'hemmoù. --Ar choler (kaozeal) 26 Ebr 2024 da 09:17 (UTC)
Trugarez dit. Tanjee 66 (kaozeal) 26 Ebr 2024 da 09:36 (UTC)

Restroù da ziverkañ

[kemmañ ar vammenn]

Demat dit,

Pa vez ur restr dizimplij, hep doareoù-implijout, ha degaset gant un implijer aet kuit eus ar wiki, e kavan gwelloc’h ober gant {{delete}}. Kalz restroù eus ar seurt-se zo, gallout a rafen lakaat Pywikibot da ziverkañ pep tra e rummad Candidates for speedy deletion ha mat pell zo. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2024 da 09:08 (UTC)Respont

Graet OK, trugarez dit. Ar choler (kaozeal) 17 Mae 2024 da 12:17 (UTC)Respont

Liv melen ar patrom

[kemmañ ar vammenn]

Reizhet eo bet livioù ar patrom ganeoc'h :

Rummad : Lennegezh
Ar skrivagnerien
An oberennoù
Al lennegezhioù
Rummadoù lennegel

Melen (ha linennoù mouk) e oa avat evit klotañ gant patromoù :

  1. Patrom:Framm porched al lennegezh
  2. Patrom:Framm porched al lennegezh vrezhonek

Ne gave ket deoc'h e oa brav ?

MP (kaozeal) 19 Mae 2024 da 22:52 (UTC)Respont

Ne'm eus kemmet na livioù ar bevennoù (mouk #a77) na re al linennoù (gwenn #fff ma melen #ffff90). Ar pezh am eus graet eo eeunaaat an HTML (-1/3) ha lakaat titl ar patrom war wel war un drekleur #ccf e-lec'h melen (da ziforc'hañ diouzh ar rummadoù) pe #a77 (dilennus e oa an disoc'h). Distreiñ d'ar stumm kent a c'hallit ober bepred ! Ar choler (kaozeal) 20 Mae 2024 da 07:14 (UTC)Respont

Salut deoc'h, trugarez eus an tamm kempenn ho peus degaset d'ar pennad. Pell welloc'h eo evel-se. A galon. 2A01:CB08:8E08:9800:E5D7:22DF:346F:18D2 8 Gen 2025 da 07:53 (UTC)

Thank you for being a medical contributors!

[kemmañ ar vammenn]
The 2024 Cure Award
In 2024 you were one of the top medical editors in your language. Thank you from Wiki Project Med for helping bring free, complete, accurate, up-to-date health information to the public. We really appreciate you and the vital work you do!

Wiki Project Med Foundation is a thematic organization whose mission is to improve our health content. Consider joining for 2025, there are no associated costs.

Additionally one of our primary efforts revolves around translating health content. We invite you to try our new workflow if you have not already. Our dashboard automatically collects statistics of your efforts and we are working on tools to automatically improve formating.

Thanks again :-) -- Doc James along with the rest of the team at Wiki Project Med Foundation 26 Gen 2025 da 06:24 (UTC)

Skeudenn doubl

[kemmañ ar vammenn]

N’on ket sur ha graet az peus ar pezh a felle dit ober amañ: tennet az peus an databox ha n’eo ket ar skeudenn. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gen 2025 da 19:37 (UTC)

An databox ne zegas netra d'ar pennad, da 'm soñj, met gallout a ran e lakaat en-dro ha lemel ar skeudenn all mard eo gwelloc'h. — Ar choler (kaozeal) 29 Gen 2025 da 19:40 (UTC)
Gwelet am eus ne glote ket ar c’hemm gant an diverradenn ha savet am eus ar goulenn met n’eo ket pouezus din. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gen 2025 da 19:45 (UTC)

Skeudennoù da adober

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Emaon c’hoazh o kwalc’hiñ marchosioù Augeias: ar skeudennoù kozh dilezet abaoe pell zo. Lod anezho a oa bet brezhonekaet diwar skeudennoù eus Commons met alies e oa bet graet fall: pe troet da stumm PNG e lec’h SVG, pe graet hep menegiñ ar restr orin pe an aotreoù implijout, h.a. War a seblant e ouzez ober gant skeudennoù eus ar seurt-se. Ma fell dit sikouriñ e vefe talvoudus adober ar skeudennoù-se: kavout ur restr mad e Commons, treiñ en ur zerc’hel ar stumm SVG, lakaat ar restr war Commons. Goude-se e c’hall ar restr war ar wiki bezañ diverket, gallout a reer ober gant {{diverkañ}}. Lod all a seblant bezañ labourioù an implijer e-unan met hep doareoù-implijout. Skeudennoù da adober a vo kavet, da skouer, e Rummad:Files uploaded by User:Sad Edgar, Rummad:Files uploaded by User:Kadwalan, Rummad:Files uploaded by User:Matilin, Rummad:Files uploaded by User:Padraig Marc'heg, Rummad:Files uploaded by User:Ronan, ha Rummad:Files uploaded by User:Yun. Ha soñjal a rez e c’halli ober war-dro? Huñvreüs (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 10:36 (UTC)

OK, ober a rin war-dro. — Ar choler (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 12:35 (UTC)
@Ar choler Trugarez dit.
Daoust ma n’on ket arbennigour war Commons e kredan c:File:Genoù_(korf).svg n’eo ket un "own work" met un oberenn deveret eus hini unan all, un dra a zlefe bezañ meneget e roadennoù ar restr. D’am soñj e tleez ober gant c:Template:Derived from ivez evit liammañ war-du an oberenn orin. Huñvreüs (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 15:49 (UTC)
Meneget em boa ar restr orin, hep ar patrom avat. Reizhet eo bet ganin e Commons. Trugarez dit ! Emaon o plediñ gant ar restroù all. — Ar choler (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 16:48 (UTC)
👍 Huñvreüs (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 16:53 (UTC)
Evel-se e soñjan e vez implijet ar patrom, dont a ra al liamm war wel. Huñvreüs (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 17:00 (UTC)
OK, alies e servijo din er prentad labour-mañ ! Ar choler (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 17:12 (UTC)
@Ar choler Un dra c’hoazh. Evit c:File:PaleoUhelStruj.svg ez peus meneget un aotre-implijout CC0, met emañ ar restr orin dindan aotreoù-implijout CC-by, CC-by-sa, ha GFDL. Neuze ne c’hallez ket lakaat ar restr deveret dindan un aotre-implijout CC0, ne c’hallez ober nemet gant unan anezho (pe meur a hini). N’eo ket aes, gouzout a ran mat.
Hag evel-just, trugarez eus da labour. Huñvreüs (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 18:16 (UTC)
Nemet em eus adtreset ar restr penn-da-benn... Ma, taolet em eus evezh ouzh aotre ur restroù all am eus treuzkaset. LBD, Learning By Doing, emezo ! — Ar choler (kaozeal) 17 C'hwe 2025 da 18:28 (UTC)
Ne ra vern. Ma adskrivez ul levr penn-da-benn, n’out ket aotreet da werzhañ anezhañ; ar memes tra eo gant ur skeudenn. En arvar da vezañ diverket eo ar restr evel m’emañ. Met afer tud Commons eo ha n’eo ket ma hini 😁 Huñvreüs (kaozeal) 18 C'hwe 2025 da 08:28 (UTC)
@Ar choler Ul labour mat-kenañ a rez, met ur wech ouzhpenn, ret eo doujañ da zoereoù-implijout ar restr orin. Da skouer, File:Bicycle diagram.svg zo dindan ar GFDL hag ar CC by-sa 3.0, neuze n’eo ket aotreet lakaat un oberenn deveret anezhi en domani foran / CC0. Se zo abeg a-walc’h da ziverkañ ar restr diwar Commons. Huñvreüs (kaozeal) 21 C'hwe 2025 da 16:28 (UTC)
Meur a wezh em eus klasket adlakaat an aotroù orin Creative Commons ha GDFL, met ne ginnig WC nemet aotreoù Creative Commons din goude ezkarget. Hag un tu zo da verkañ an aotre GDFL ?
  • Emaon o paouez enkargañ 12 gavotenn SVG savet gant Sad Edgar... ha troet int bet da PNG gant WC ! Moarvat e oant bet enrollet evel InkScape.SVG e-lec'h plain.SVG ; dav e vo din adtreiñ an holl, 'm eus aon.
Ar choler (kaozeal) 21 C'hwe 2025 da 16:41 (UTC)
Ma ’z eus anv eus an ameileur ezkargañ, n’ouzon ket penaos ober. Met ur wech karget ar restr e c’hallez kemmañ he fajenn ha lakaat, da skouer, {{self|GFDL|cc-by-3.0}} e-lec’h {{self|cc-zero}}. Huñvreüs (kaozeal) 21 C'hwe 2025 da 16:49 (UTC)
Aet eo en-dro gant restr ar marc'h-houarn. Gwiriekaat an holl aotreoù a rin pa'm bo echuet gant an holl restroù. — Ar choler (kaozeal) 21 C'hwe 2025 da 17:12 (UTC)
👍 Huñvreüs (kaozeal) 21 C'hwe 2025 da 17:16 (UTC)

Luc'hskeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

... bet graet ganin, Coutances hag all. Lezit amzer din mar plij. Dakbzh (kaozeal) 5 Meu 2025 da 18:00 (UTC)

N'int ket sinet ganit, bepred. Div skeudenn a c'hallez treuzkas da Gommons neuze, pa n'eus ket kevatal dezho eno : an ti kozh hag ar relegouer. Restroù eus Commons zo bet erlec'hiet ouzh ar re arall. Ar choler (kaozeal) 5 Meu 2025 da 18:04 (UTC)
N'int ket sinet ganin met ganin e oant bet graet. Dakbzh (kaozeal) 5 Meu 2025 da 18:10 (UTC)
ClaudeLeDuigou pe Dabzh pe Kadbzh. Chomit hep diverkañ mar plij. Dakbzh (kaozeal) 5 Meu 2025 da 18:34 (UTC)
[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Hervez ar meziant eo faziek ober gant thumb e-barzh ur gallery. N’eo ket grevus met erbedet eo chom hep ober. Huñvreüs (kaozeal) 7 Meu 2025 da 14:12 (UTC)

Ya, se a ouzon. Moarvat ne'm boa ket taolet evezh mat ! Trugarez dit. — Ar choler (kaozeal) 7 Meu 2025 da 17:31 (UTC)

Patromoù cite

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit, pelec’h emañ an dalc’h gant an patromoù-mañ? Amañ, da skouer, ez peus tennet implijoù eus cite book ha kemmet implijoù eus cite web en un doare ne gomprenan ket. Da skouer, Medieval Sourcebook: The Annales Cambriae ne zeu ket war wel ken. Petra edout o klask ober? Huñvreüs (kaozeal) 14 Meu 2025 da 09:30 (UTC)

Lint hunting. Ar patrom Cite book a zegas fazioù HTML : Duplicate IDs. Erlec'hiañ a ran ar menegoù : aozer(ez) + titl + embanner, bloaz, ISBN ouzh kement degouezh a zo kemennet er bajenn Dibar:LintErrors/duplicate-ids (ha mont a ra en-dro).
Evit a sell ouzh Medieval Sourcebook: The Annales Cambriae, reizhet eo : ar meneg |title= a vanke (oops...). Ar choler (kaozeal) 14 Meu 2025 da 10:33 (UTC)
Ha ne vefe ket gwelloc’h reizhañ ar patrom kentoc’h? Marteze degas ar stumm diwezhañ eus ar wiki saoznek. Dre vras eo mat ober gant patromoù eus ar seurt-se, lakaat a ra reoliek ar menegoù. Huñvreüs (kaozeal) 14 Meu 2025 da 10:40 (UTC)
Soñjet em boa kemmañ ar patrom orin, met alies e vez kuzh er patromoù ar menegoù diskuliet gant Lint. Da skouer, n'on ket sur e c'hallan lemel an ID-où a zo e Patrom:Anchor hep lakaat reuz — kuzh — e Patrom:Convert/Doc (ma vefe ret lemel an holl IDoù ivez). Dreist-holl, me 'garfe gouzout petra zo fall gant un ID er patromoù-se !
Keñveriañ Cite book e brwiki gant stumm enwiki a rin a-raok pep tra. — Ar choler (kaozeal) 14 Meu 2025 da 13:48 (UTC)
Disheñvel-krenn eo patrom enwiki. — Ar choler (kaozeal) 14 Meu 2025 da 13:55 (UTC)
Ha Patrom:Babel ivez. Dre an urzh #invoke e vez galvet bremañ en enwiki. — Ar choler (kaozeal) 14 Meu 2025 da 13:59 (UTC)

Salud dit,

N’on ket a-enep ober gant fontoù, livioù, hag all. Soñjal a ra din, koulskoude, e tlefent bezañ implijet an nebeutañ ar gwellañ e korf ar pennadoù. Gallout a reer lakaat anezho e patromoù, pe gwelloc’h c’hoazh, e restroù CSS ar wiki. A-hend-all e teu ar pajennoù da vezañ disheñveloc’h-disheñvelañ an eil diouzh eben: ur poem gant ur font, unan all gant ur font all ha bihanoc’h evit ar re all, ha me a oar. Ma fell d’ar gumuniezh kemmañ stil ar poem, da skouer, e c’hell bezañ graet dre ar restr CSS hollek.

Ar memestra eo evit taolennoù pa ne vezont ket implijet evit kinnig roadennoù. Patromoù zo evit ober bannoù, gallout a reer ober gant column-count ivez. Gwasho’ch c’hoazh eo taolennoù e taolennoù pa vezont implijet evit diskwel un daolenn e meur a bann, drailhañ a ra arc’hweladurioù zo (rummañ, da skouer).

Penaos e vo diskwelet ar bajenn war ur pellgomzer hezoug zo ur gudenn all. Alies e kreder gwelaat ur pennad dre implij muioc’h a ledander, ha pa tiskweler anezhañ war an hezoug e weler ne oa ket ur soñj vat. Huñvreüs (kaozeal) 20 Meu 2025 da 19:08 (UTC)

Diverradenn kemmoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Ha gallout a rafes chom hep implij gerioù dismegus e diverradennoù da gemmoù? Awalc’h a traoù a laka diaes tizhout emglevioù amañ hep ouzhpennañ re nevez. Trugarez en araok. Huñvreüs (kaozeal) 18 Du 2025 da 13:22 (UTC)Respont

Salud dit, Evel meneget en Davarn e c’houlennomp ouzhit ober gant an doare boutin da furmadiñ an daveoù, da lavarout eo, lakaat an titouroù en arventennoù a-ratozh ar patromoù, ha chom hep ober gant arouezioù divoutin evel @. Trugarez, Huñvreüs (kaozeal) 29 Ebr 2026 da 16:38 (UTC)

Ne welan ket petra zo fall em doare : berroc'h hag anat eo. An holl dud a gompren pe da lec'h e vezont kaset pa lennont Katell&Yann@postel.bzh , neuze URL+ Titl ar bajenn @ Anv al lec'hienn a zlefe bout peurvat ivez. Petra eo ali ar gumuniezh ? — Ar choler (kaozeal) 29 Ebr 2026 da 20:06 (UTC)
Ur standard zo evit menegiñ levrioù, ISO 690, adkemeret gant an AFNOR, ha dioutañ eo bet aozet doare menegiñ daveoù ar Wikipedia gallek, da skouer. Ober gant ar standard-mañ a laka ar menegoù da vezañ lennus gant an dud boazet da labourat gant teuliadur. Ostilhoù zo evit labourat gant menegoù, Citoid a laka an titouroù en arventennoù a zere, gant ContentTranslation e vez kudennus kavout an titouroù er-maez eus an arventennoù mat. Patromoù a c’hall lakaat metaroadennoù er pajennoù ivez (ne vez ket graet amañ evit poent met gallout a raio bezañ graet gant ma vo implijet mat an arventennoù); robotoù a c’hall kempenn pajennoù a zo patromoù enno met ret eo dezho bezañ implijet mat. Ur raktres kumuniezhel eo hemañ, pa zoujer ouzh ar standardoù e vezer perzh eus ur gumuniezh. An dalc’h gant an implij fall eus an arventennoù pe an implij eus traoù nann-standard evel @ e menegoù zo ar memes hini hag an dalc’h a vefe ma skrivfe unan bennak titloù ar rannbennadoù e pennlizherennoù, pe ma livfe ar verboù e ruz hag an anvioù-gwan e melen: n’eus ket eus ur wiki ken, kentoc’h eus ur wezenn Nedeleg. Huñvreüs (kaozeal) 30 Ebr 2026 da 09:11 (UTC)
Anaout a ran reol ISO 690, am eus implijet meur a wezh amañ, nemet ne bled ket gant al lec'hiennoù web (ar reol ISO 690:2021 a ra bremañ). E Wikipedia ez eo ar stumm
{{Cite web |last= |first= |date= |title= |url= |trans-title= |website= |language= |location= |publisher= |access-date=}}
a zo erbedet evit menegiñ ur bajenn web en ur yezh estren ; dre ma ned a ket mat en-dro e brwiki ne 'm eus graet nemet erlec'hiañ "@" ouzh "website".
Keñveriomp an daou stumm.
1. {{Cite web |last=Trump |first=Donald J. |date=29/04/2026 |title=Spinning Yarns: The POTUS' Personal Handbook |url=https://potus.whitehouse.gouv.us |website=whitehouse.gouv.us |trans-title=Bardellat : ma sturlevr |website=whitehouse.gouv.us |language=en |location=Washington, D.C. |publisher=US Government |access-date=30 a viz Ebrel 2026}} a ro :
Trump, Donald J. (29/04/2026). Spinning Yarns: The POTUS' Personal Handbook
(en)
. US Government.
War 3 linenn e teu ; nag al lec'hienn, na troidigezh an titl, na lec'h an embann ne zeuont war wel.
2. {{{en}} Trump, Donald J. : {{cite web|url=https://potus.whitehouse.gouv.us |title=Spinning Yarns: The POTUS' Personal Handbook / "Bardellat:sturlevr personel prezidant SUA" @ whitehouse.gouv.us, 29/04/2026|accessdate=30 a viz Ebrel 2026}} a ro :
(en) Trump, Donald J. : Spinning Yarns: The POTUS' Personal Handbook / "Bardellat:sturlevr personel prezidant SUA" @ Gouarnmant SUA, Washington D.C., 29/04/2026. Kavet : 30 a viz Ebrel 2026.
Sklaeroc'h a-galz !
Evit a sell ouzh ar "wezenn Nedeleg", e brwiki emañ dija rak den ne ra gant ar reol ISO, ha pep unan a vitell daveoù, gant liammoù er patromoù a-wezhioù zoken !
Peogwir ez eus savet ur gudenn ne rin mui gant ar patrom Cite web . — Ar choler (kaozeal) 30 Ebr 2026 da 16:00 (UTC)

Liammoù er pennadoù

[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Bennozh evit ar c'hemmoù/ reizhadurioù.

Un dra nemetken mar-plij da chom hep tennañ al liammoù er pennadoù. Bravoc'h eo marteze hep ruz met pa vez savet pennadoù nevez eo ret adlakaat an holl anezho ur c'holl amzer eo.

Bennozh dit

A galon Dishual (kaozeal) 13 Mae 2026 da 18:08 (UTC)Respont

Help

[kemmañ ar vammenn]

Hello, can you help to translate this article to your language, Thank you! جودت (kaozeal) 23 Mezheven 2026 da 11:15 (UTC)Respont

I'm working on it. — Ar choler (kaozeal) 23 Mezheven 2026 da 14:45 (UTC)Respont