Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Tanjee 66

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia
Evezhiadenn diwezhañ: 3 miz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn Skeudennoù degaset ganit
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Tanjee 66, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Tanjee 66. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.


Timbroù

[kemmañ ar vammenn]

Demat dit,

Gwelet am eus ez peus pellgarget skeudennoù eus timbroù etre 2007 ha 2009 hep menegiñ doareoù implij. Er mare-se ne oa ket doujet a-walc’h ouzh ar gwirioù implijer er wiki, met bremañ e klasker ober war-dro ar gudenn-mañ ha treuskas ar skeudennoù da gCommons, ma vo graet war o dro gant tud a oar ober kalz gwelloc’h egedon. Ha gallout a rafes kas da skeudennoù da gCommons, ma n’eo ket bet graet dija? Evel-se e c’hellfen diverkañ anezho amañ hep koll danvez ebet. Huñvreüs (kaozeal) 31 Gen 2024 da 08:23 (UTC)Respont

Demat dit,
Trugarez evit an evezhiadennoù. Kalzig luc'hskeudennoù em eus kavet anezho e Commons, dav din gwiriekaat ma 'z eo mat evit an holl. Hir awalc'h eo ebarzhiñ ul luc'hskeudenn e Commons bremañ, ne vo ket graet diouzhtu.
A galon Tanjee66 Tanjee 66 (kaozeal) 1 C'hwe 2024 da 12:38 (UTC)Respont
Trugarez dit. Mat eo din, n'eo ket mallus. Huñvreüs (kaozeal) 1 C'hwe 2024 da 12:55 (UTC)Respont

Tibet hag all

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit, Diwar-benn ar c'hemmoù degaset ganin e c'hellan lavaret kement-mañ : e-barzh da bennadoù e rez gwechoù zo gant an amzer-dremenet ("aloubet e voe"), ha gwechoù all gant an amzer-vremañ. Unvanet em eus an traoù, o lakaat an amzer-dremenet e pep lec'h. Kement-se am eus graet peogwir em eus heuliet ar reolenn displeget gant Jean-Yves Lagadeg en e studiadenn diwar-benn an amzeriañ, "furmoù-verb hag amzerverkerioù", ma tispleg e reer gant an amzer-dremenet e brezhoneg pa vez ur ger er frazenn a verk ur mare en amzer-dremenet (da skouer "e 1909 e teuas"). Ma 'peus arguzennoù kontrol, on prest da selaou anezho, evel-just. A galon, Llydawr (kaozeal) 1 Mez 2024 da 09:07 (UTC)Respont

Demat, Trugarez evit bezañ respontet din. Ne ouien ket ar reolenn-mañ ha diaes eo din mont a e-enep ar pezh a lavar un den ken gouiziek a Jean-Yves Lagadeg. N'em eus arguzenn kontrol ebet evit poent, nemet e kredan ez eus amañ peadra da dabutal rak strishaat a ra doare-skrivañ ha frankiz ar skrivagner (ar "skriver" kentoc'h !) hervezon, pounneraat a ra ar skrid ivez. N'on ket evit sevel un taol dispac'h e-barzh Wikipedia avat. Klask a rin sentiñ ouzh ar reolenn-se neuze. A galon Tanjee 66 (kaozeal) 2 Mez 2024 da 08:47 (UTC)Respont

Skeudennoù degaset ganit

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit @Tanjee,

Chom a ra 30 skeudenn degaset ganit, al lodenn vrasañ anezho hep doareoù-implijout. A-benn nebeut e vo diverket ar re hep doareoù-implijout, kaset a vo ar re all war-du Commons. Huñvreüs (kaozeal) 7 Meu 2025 da 09:26 (UTC)Respont

Demat @Huñvreus,
Krog on da erlerc'hiañ skeudennoù zo hag implij Commons hepken. Leun a skeudennoù a c'hellfen implijout eo ar bajennad "Stamp Encyclopedia" , ne teuan ket a-benn da enporzhiañ nep skeudenn gant ur .webp avat. Penaos ober ? Tanjee 66 (kaozeal) 7 Meu 2025 da 14:20 (UTC)Respont
Ha gallout a rafes reiñ ur skouer? Huñvreüs (kaozeal) 7 Meu 2025 da 14:28 (UTC)Respont
Ma ’z eus anv eus al lec’hienn-mañ, gant restroù webp evel honnezh, ne welan aotre-implijout ebet, neuze ne c’hall ket ar restroù bezañ kaset da gCommons. Huñvreüs (kaozeal) 7 Meu 2025 da 14:41 (UTC)Respont
Ya, al lec'hienn-se eo (Stamp Encyclopedia) Me 'soñje din e oa un astenn eus Wikipedia... Tanjee 66 (kaozeal) 7 Meu 2025 da 14:46 (UTC)Respont
N’eo ket, siwazh. Huñvreüs (kaozeal) 7 Meu 2025 da 15:27 (UTC)Respont