Mont d’an endalc’had

Patrom:Framm porched al lennegezh vrezhonek

Eus Wikipedia


Porched al Lennegezh vrezhonek

Ur c'houlaouenn war...

Piv eo Jakez Riou ?

Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou (Jacques Yves Marie). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e-barzh kumun Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa hag eñ yaouank c'hoazh d'an 14vet a viz Genver 1938 e Kastell-Briant (Bro-Naoned).

Buhez Jakez Riou

Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Bro-Spagn (e Hondarribia, Bro-Euskadi). Gantañ e oa daou grennard all, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien a oa bet merzet gant beleien o farrez evit bezañ danvez beleien mat. Skrivagnerien vrezhonek vrudet eo bet deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude da skolaj Miranda-de-Ebro hag e tistroas da Vreizh e miz Ebrel 1918 (7 vloaz e oa chomet pell diouzh e vro).
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent e Bro-Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).



Ul lennadenn

"Sell 'ta piv ! Te an hini eo, lanfre vil !" eme Lukaz en ur zistagañ un taol-dorn a-zoare war va skoaz vronduet (an abadenn c'hoari rugbi, re bar d'ur c'hoari-soul, a oa bet drastus. A-drugarez Doue e oa staget ar glav da gouezhañ a-raok ar fin.)

"Echu an dervezhiad-labour, neuze ?"

"Ya gast ! ha poent bras echuiñ… morse n'on bet mignon d'al labour, " eme Lukaz, en ur glask renkañ korn troñset e chupenn.

Edomp hon daou o kantren en ur super-marc'had, bep a baner war goubl hor brec'h, hag e raemp tro ar stal (me evit ar pevare gwech) o klask boestoù-mir a bep seurt liv leun a voc'haj. Ur souezh eo gwelout gant peseurt aked e vez kuzhet ar boued er stalioù-se !

(…)
Penn kentañ "Gwigour ur vudurun" tennet eus Ar chalboter huñvreoù gant Tudual Huon, 1979.

Eul leor teñval, marteze, ya, ha koulskoude eul leor a fiziañs, en eur stumm. Rag eur goapaer a zo ive euz ar skrivagner, ha yahuz eo aliez e feson d'ober goap. An taol e-neus zoken da lakaad al lenner da hoarzin pe da fenti diwar-goust hini pe hini. Visant Seite


Ar pennadoù a fell d'an holl

Meur a skrivagner zo kroget o fennad : kendalc'hit un tamm muioc'h en ur lakaat ouzhpenn titloù eus meur a levr skrivet ganto ha pezh zo degouezhet ganto.

Pe, forzh penaos, sellit ouzh al liv ruz ha grit evel m'ho peus c'hoant.

Keleier

Petra nevez ?

Roit keloù diwar-benn al lennegezhioù !


Pennadoù nevez savet



Gwellañ pennadoù

Kinnigit ho tibab : kit di.


Evit mont war-raok

Un nor eo d'ul lennegezh, houmañ e brezhoneg. Liammet eo gant al lennegezhioù all hag evit mont war-raok, kit da welout Porched al lennegezh.

  • Un nor eo Porched al Lennegezh. Arabat stouvañ ar porched gant traoùigoù. Gwelloc'h eo livañ e glas pezh zo e ruz.
  • Ma skrivit ur pennad nevez, notennit al liamm gant ar pennadoù nevez savet all. Lakait un deiziad.
  • Ma ho peus tra-mañ-dra da skrivañ diwar-benn ar porched : grit ha leugnit ar bajennad Kaozeadenn Porched al lennegezh.
  • Gallout a rit koumanantiñ d'ur seurt lizher elektronek :
dre lakaat en ho pajenn bersonel ar c'hod
{{Framm porched al lennegezh/Lizher}} hag ar c'hod __TOC__ e penn uhel ho pajenn evit skritellañ an daolenn.
Aesoc'h e vo graet kemennoù d'ar re sot gant al lennegezhioù.
  • Implijit
{{Porched al lennegezh}}
{{Porched al lennegezh vrezhonek}}
diechu : {{Framm porched_al_lennegezh/Labour_war_ar_stern}}
Sellit ouzh Gwrizienn ar rann lennegezh. Arabat koll an dud en ur lakaat ur skrivagner e-unan e isrummad un isrummad bennak. Trugarez. Pe lakait [[Rummad:Lennegezh]] en ho pennad hag e vezo renket gant unan bennak.

Perzhidi

MP
...hag holl berzhidi raktres Wikipedia, lakait hoc'h anv.