La Belle et la Bête

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
La Belle et la Bête
Pedro Gonzales an hini en dije awenet obererez La Belle et la Bête[1],[2].

La Belle et la Bête zo ur gontadenn skrivet gant ar skrivagnerez c'hall Gabrielle-Suzanne Barbot de Villeneuve hag embannet en 1740. Adsavet e voe, ha berraet, gant Jeanne-Marie Leprince de Beaumont, hag embannet en 1756 en he levr Magasin des enfants.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonet eo bet ar gontadenn gant kontadennoù all, evel An Azen Aour, gant Lucius Apuleius Madaurensis en Eil Kantved, ha gant ar gontadenn Il Re Porco, gant Giovanni Francesco Straparola en e levr Le piacevoli notti, e 1550.

Kentañ ma voe embannet e galleg e voe gant Gabrielle-Suzanne de Villeneuve, en 1740, en dastumad kontadennoù dizanv La Jeune Américaine et les contes marins, ma weler beajerien war ul lestr o kontañ istorioù, kement ha tremen an amzer[3]. Ur plac'h a gambr an hini a gont an istor.

Ne voe brudet ar marvailh nemet pa voe berraet ha kempennet gant Jeanne-Marie Leprince de Beaumont en he dornlevr Le Magasin des enfants en 1757. Ganti e voe lamet an eil lodenn ma konte Gabrielle-Suzanne de Villeneuve an tabut a savas etre ar boudiged diwar-benn orin roueel Belle, met ouzhpennañ a reas ur gaoz etre ar c'houarnerez, an Dimezell Bonne, hag he skoliadezed. diwar an doare-se eo e voe savet an holl zoareoù all goude, pe dostik.

Hervez istorourien zo e c'hallfe istor la Belle et la Bête bezañ bet levezonet gant unistor gxir, hini Pedro Gonzales, ganet er XVIvet kantved en enez Tenerife, a zo da Spagn. Hennezh ac'h eas da Vro-C'hall, ma voe degemeret e lez ar roue Herri II

Oberennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXI kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gender Construction in La Belle et La Bete.
  2. “La Bella y la Bestia”: Una historia real inspirada por un hombre de carne y hueso.
  3. Reid M, rakskrid da La Belle et la Bête gant Madame de Villeneuve, embannet gant Folio Gallimard.
  4. Crunelle-Vanrigh, Anny. "The Logic of the Same and Différance: 'The Courtship of Mr. Lyon'". In Roemer, Danielle Marie, and Bacchilega, Cristina, eds. (2001). Angela Carter and the Fairy Tale, p. 128. Wayne State University Press.
  5. (2015) The Bloomsbury Introduction to Popular Fiction. Bloomsbury. 55 p. ISBN 978-1441172013.