Mont d’an endalc’had

Andrzej Sapkowski

Eus Wikipedia
Andrzej Sapkowski
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPolonia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAndrzej Sapkowski Kemmañ
Anv-bihanAndrzej Kemmañ
Anv-familhSapkowski Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Mez 1948 Kemmañ
Lec'h ganedigezhŁódź Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetpoloneg, saozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridpoloneg Kemmañ
Micherskrivagner, troer Kemmañ
Tachenn labourfaltazi Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Łódź, XXI Liceum Ogólnokształcące in Łódź Kemmañ
Lec'h labourŁódź Kemmañ
Deroù ar prantad labour1986 Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Ezel eusStowarzyszenie Pisarzy Polskich Kemmañ
Tachennfaltazi Kemmañ
Bet kinniget evitNike Award Kemmañ

Andrzej Sapkowski (distagadur polonek : [ˈandʐɛj sapˈkɔfskʲi]) ganet d'an 21 a viz Even 1948 a zo ur skrivagner moliac'h brudet a orin eus Polonia. Bet eo ivez troour hag ekonomiour, ha skrivagner ar romantoù The Witcher.

Er bloavezh 2014 e oa bet enoret Sapkowski gant ar vedalenn evit dellid d'ar sevenadur– Gloria Artis (Zasłużony Kulturze - Gloria Artis)[1].

Andrzej Sapkowski o komz e-pad ar Polcon 2015

Fent en deus Andrzej Sapkowski er vuhez a pemdez kement hag en e levrioù, a-wechoù e teu a-benn da feukañ an dud hep kaout ar c'hoant. D'ur goulenn e-pad ur Polcon war ar c'hoarioù e respontas "ne anaveze den en devoa c'hoariet d'ar c'hoarioù... Dre ma chome tost ouzh tud speredek".

Sapkowski a oa bet studier war an ekonomiezh, a-raok mont gant hent ar skrivañ, e oa bet labouret gantañ evel gwerzher evit un embregerezh eskemmoù marc'hadourezhioù etrebroadel. Krog e voe gant hent ar skrivañ evel troour, dreist-holl oberennoù skiant-faltazi. Diskleriañ a ra en devoa bet skrivet e c'hentañ danevell "The Witcher" ("Wiedźmin") a daol-trumm evit gellout kemer perzh en ur genstrivadeg skiant-faltazi ha moliac'h aozet gant ar gelaouenn polonat Fantastyka.

Brud bras a reas kerkent hag embannet. Sapkowski a grouas ur c'helc'hiad istorioù adal an danevell e-bed ar sorserien Wiedźmin gant teir dastumad danevelloù pe istorioù berr ha pemp romant. Ar c'helc'hiad hag al levrioù tro-dro o deus degaset brud war an aozour ha lakaet war-raok ar vro da geñver sevenadur. Ar berzh bras a voe graet gant an heuliad c'hoarioù video The Witcher a zegasas ur brud er-maez d'eus Europa o vont etrezek ar bed holl.

Feuket e oa bet an aozour o welet e oa brudetoc'h an adsevel doare c'hoarioù video eget e romantoù[2].

Heuliad The Witcher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Titl orin Titl e Brezhoneg 1añ embannadur
0. Wiedźmin Ar Sorser 1990
1. Miecz przeznaczenia Kleze an tonkad 1992
2. Ostatnie życzenie An het diwezhañ 1993
3. Krew elfów Gwad an elfed 1994
4. Czas pogardy Amzer ar c'hounnar 1995
5. Chrzest ognia Badez an tan 1996
6. Wieża Jaskółki Tour ar gwennili 1997
7. Pani Jeziora Itron al lenn 1999
8. Sezon burz Mare ar c'horventennoù 2013

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]