Le piacevoli notti

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
"The Crucifix Comes To Life"
Navet Nozvezh, 6vet Marvailh
Dourlivadur gant E. R. Hughes, 1901
The Italian Novelists, Volume 3

Le piacevoli notti (An nozvezhioù plijus) zo un dastumad 73 kontadenn italianek bet savet e kreiz ar XVIvet kantved gant Giovanni Francesco Straparola (1480-1558).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e voe embannet ul levrad 25 marvailh e 1550 e Venezia. Berzh a reas, hag embannet e voe ul levrad all a 48 marvailh e 1553.
E 1556 e voe dastumet an 73 marvailh en ul levr.

Troet e voe al levr e galleg hag en alamaneg. E 1583 e voe troet e spagnoleg ivez. E 1624 e voe lakaet en Index al levrioù berzet.

Doare[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra pep nozvezh gant ur madrigal hag un divinadell zo goude pep marvailh.

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gontadenn Costantino Fortunato eo doare koshañ ar marvailh Kazh e heuzoù, gant Charles Perrault.
Darn eus ar c'hontadennoù all a voe adskrivet goude er Pentamerone, oberenn Giambattista Basile, embannet tostik da gant vloaz goude, etre 1634 ha 1636, ha doareoù all anezho a gavor e kontadennoù Grimm (1812-1815).

Kontadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hontadennoù-mañ e levr Straparola zo bet brudet ivez gant Giambattista Basile (1575-1632) en italianeg, gant Marie-Catherine d'Aulnoy (1651-1705) ha Charles Perrault (1628-1703) e galleg, gant Carlo Gozzi, ha gant Jacob ha Wilhelm Grimm en alamaneg. Setu darn eus ar re vrudetañ:

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù enlinenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En italianeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Les Facecieuses Nuictz du Seigneur Jan François Straparole, troet gant Jean Louveau, Guillaume Rouille, Lyon, 1560. Voir « Troisieme Nuict, Fable premiere », p. 152-164. – En ligne sur Google Books. – N'eus nemet ar 5 nozvezh kentañ avat, troet fall a-wechoù, ha marvailhoù zo a deu eus an oberour alamanek Bebel.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Fiabe Wiki
  2. Donkeyskin and Doralice. Kavet : 1 November 2014.
  3. Fiabe Novelle e Racconti Popolari Siciliani, 1875, v. 1, pp. 316–328.
  4. Fiabe Wiki