Kroc'hen Azen
Kroc'hen Azen, Kroc'henig er yezh komzet[1], zo ur gontadenn-bobl europat hag a zeu eus ar Grennamzer. Testeniekaet eo evit ar wech kentañ er XVIvet kantved e-barzh an oberenn Propos rustiques skrivet e 1547 gant ar Breizhad Noël du Fail.
Dastumet ha kempennet eo bet gant kalz skrivagnerien goude, en o zouez gant ar Gall Charles Perrault, embannet gantañ e 1694, ha lakaet goude en dastumad Les Contes de ma Mère l'Oye e 1697. Tennañ a ra ivez d'ar gontadenn Allerleirauh ("Feurioù-a-bep-seurt") e dastumad ar vreudeur Grimm e 1812.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ ar rouanez o vervel. Goulenn a ra digant he fried roue prometiñ ne zimezo nemet gant ur vaouez koantoc'h egeti. Ha koantoc'h egeti n'eus ket. Met ur verc'h o deus. Ha dre ma kresk e teu da vout koantoc'h eget he mamm. Ha setu ar roue da c'houlenn e verc'h da zimeziñ. Evit chom hep dimeziñ hag ober ur gwadorged e c'houlenn ar verc'h kaout saeoù kaer pe gaeroc'h evel argouroù. Ne vern pegen diaes int da ober e kav an tad an doare da lakaat ober anezho bep tro. Tec'hel kuit a ra ar briñsez yaouank, gwisket en ur c'hroc'hen azen. Ur priñs a saveteo ar goantenn, hag an urzh a reno.
Dielfennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwadorged ha « kemplezh Elektra » eo a zo e-kreiz ar gontadenn.
Lennegezh vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul levrig brezhonek anvet Kroc'hen Azen a oa an niverenn 14 eus ar rummad Levrioù ar vugale gant Al Liamm er bloavezhioù 1950-1960.
War an hevelep danvez e c'haller lenn Merc’h ar Roue Spagn, e Kontadennoù ar Bobl Fañch an Uhel : « ...an deiz war-lerc’h e komzas arre d’e verc’h a zimeziñ dezhañ, met da-vat, hag e-pad eizhtez ne roas peoc’h ebet dezhi gant ar gaoz-se »[2].
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un nebeud filmoù zo bet savet diwar troioù-kaer Kroc'henig :
- Peau d'Âne, film mut savet gant ar Gall Albert Capellani e 1904 ;
- Peau d'Âne, film gant Albert Capellani e 1908 ;
- Peau d'âne, film war gant ar Breizhad Jacques Demy, troet e1970.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jules Gros, Trésor du breton parlé, II/293
- ↑ “Merc’h ar Roue Spagn”, Kontadennoù ar Bobl, trede levrenn, Al Liamm, p. 26.