Levrioù ar vugale

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Levrioù ar vugale a oa un dastumad levrioù-bugale embannet gant Al Liamm etre 1954 ha 1977.

Darn eus al levrioù-se zo kontadennoù tennet eus al levr gallek Les Contes de ma Mère l'Oye, gant Charles Perrault, embannet e 1697, pe eus dastumad alamanek kontadennoù Grimm, embannet e 1812, hogen azasaet ha skeudennaouet.

Diouzh a ouzer eo pe gant Pêr ar Bihan pe gant Pêr Denez, pe c'hoazh Roparz Hemon, e oa savet ar skridoù. Ral eo lenn o anvioù war al levrioù avat.

Al levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a gontadenn gant Hans Christian Andersen a voe troet e brezhoneg gant Roparz Hemon hag embannet gant Gwalarn.
  1. Paotr e varv glas (hervez Charles Perrault) [1954]
  2. Merc'hig ar rozenn (hervez Hans Christian Andersen) [1954]
  3. Ar c'hemener bihan kalonek (hervez ar vreudeur Grimm)
  4. Robinson Kruzo, diwar Daniel Defoe
  5. Istor Meudig (1957)
  6. Ar Goantenn e Koad ar C'housk (hervez Charles Perrault) (1957)
  7. Ar c'hazh gant heuzoù ler (1957)
  8. Luduennig (1957)
  9. Kabellig Ruz (1957)
  10. Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig (1957)
  11. Kistinenn (1959)
  12. Gwennig ha Gwenola (1959)
  13. Mojennoù (1961). Kinniget eo al levr evel un dastumadig mojennoù skrivet hervez Jean de la Fontaine. 11 mojenn zo el levr, 2 savet gant Yeun ar Gow, ar re all gant Paotr Treoure.
  14. Kroc'hen Azen (1961), diwar Charles Perrault
  15. Ar c'havr hag he givri bihan (1961)
  16. Istor ar Mabig Jezuz (1962), diwar ar Pevar Aviel.
  17. Rozenn wenn ha rozenn ruz, skrid gant Roparz Hemon (1962)
  18. Pêrig hag ar briñsez (hervez Charles Deulin) (1962)
  19. Ar roue ha Meudig e vab, skeudennoù gant Rothman
  20. An Eostig (1962)
  21. Bleiznoz Nedeleg (1962)
  22. An tri borc'hell roz (1962)
  23. Ar pevar soner (hervez Grimm, skrid gant Per Denez ) (1963)
  24. An ti bara-mel (hervez Grimm) (1963). Istor Hänsel ha Gretel eo, adkontet diwar kontadenn ar vreudeur Grimm), gant Per Denez.
  25. An tri ourz (hervez Grimm) (1963)
  26. Ar c'hi kalonek, skrid marteze gant Per Denez (1966)
  27. Perig ar Meud (1966)
  28. Alanig al Louarn (1966)

Rummad nevez

  1. Ar c'hazhig penn skañv (1976)
  2. Istor ar Poñsin melen (1976), skrid brezhonek gant Tudual Huon
  3. An nadozig vurzhudus (1976), skrid brezhonek gant Kenan Kongar
  4. Kroc'hen Azen (1978), hervez Perrault, skrid brezhonek gant Riwal Huon.
  5. An houadig divalav (1978), diwar kontadenn Andersen, skrid brezhonek gant Riwal Huon.
  6. Rouanez an erc'h (1978), diwar kontadenn Andersen, skrid brezhonek gant Riwal Huon.