Les Contes de ma Mère l'Oye
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Les Contes de ma Mère l'Oye zo un dastumad eizh kontadenn c'hallek e komz-plaen skrivet gant Charles Perrault e 1697, a zo bet embannet dindan an titl Histoires ou contes du temps passé, avec des moralités : Contes de ma mère l'Oye. Hiziv ez eo un oberenn glasel el lennegezh evit ar vugale, ma'z eo damankouaet oberennoù all ar skrivagner.
Talbenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma Mère l'Oye zo un anv ijinet, hini ar goueriadez a gont an istorioù, ur vaouez eus ar seurt a oa anavezet gant lennerien an oberour.
Kentañ meneg eus Ma Mère l'Oye a gaver e 1660 en ur gelaouenn sizhuniek anvet La Muse Historique dindan pluenn Jean Loret. Gant Perrault eo e vo brudet ar vaouez kaezh.
Ar c'hontadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Goantenn e Koad ar C'housk (La Belle au Bois Dormant)
- Kabellig Ruz (Le Petit Chaperon rouge)
- Paotr e varv glas (Barbe Bleue)
- Kazh e heuzoù (Le chat botté)
- Ar Boudiged (Les fées)
- Luduennig (Cendrillon ou la petite pantoufle de verre)
- Bechenneg (Riquet à la houppe)
- Meudig (Le Petit Poucet)
Teir danevell, bet skrivet a-raok, zo bet staget ouzh an dastumad.
- La Marquise de Saluces ou la patience de Grisélidis (1691)
- Les Souhaits Ridicules (1694)
- Kroc'hen Azen (Peau d'Âne) (1694), ha n'hall ket ar vugale kompren en he stumm orin, met embannet eo bet en ur stumm azasaet outo.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An holl gontadennoù-se zo bet embannet e stumm pe stumm e brezhoneg evit ar vugale. Lod a gaver e dastumad Levrioù ar vugale, embannet er bloavezhioù 1950 ha 1960 gant Per Denez e ti Al Liamm.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e oa bet al levr dindan anv mab an oberour (ganet e 1678) pa voe embannet. Oberennoù all a zeuas a-zindan pluenn Charles Perrault, met homañ eo an hini vrudetañ.
N'en deus ket ijinet ar c'hontadennoù, met gwisket en deus en un doare lennegel koñchennoù a veze kontet d'ar vugale en e amzer gant mitizhien ha magerezed diwar ar maez. Eveltañ e reas Anatol ar Braz pa dapas brud gant La Légende de la Mort, al levr savet diwar gontadennoù brezhonek klevet gantañ.
Awenet eo bet Perrault ivez gant kontadennoù ar skrivagner italian Giambattista Basile, en doa dastumet kontadennoù e Kreta ha savet ul levr ganto.
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1729 e voe embannet e saozneg troidigezh levr Perrault, Histories or Tales of Past Times, Told by Mother Goose. Diwar neuze e teuas Mother Goose da vezañ mamm an holl gontadennoù hag an holl rimadelloù.
Ar penntudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar roñfl
Ar roñfl n'en deus ken c'hoant nemet debriñ an haroz. Skeudenniñ a ra ar c'hoant dall a zegas distruj ha war un dro an tad a ranker diskar da zont e-maez ar vugaleaj.
- Ar wrac'h
Skeudenn ar vamm hek eo-hi, kemmesket a-wechoù gant hini al lezvamm, a harz karantez an tad ouzh e vugale. Mirout ouzh an haroz a vont war-raok a venn ober, distruj anezhañ a-wechoù, dre gwidreoù ha troioù hud.
- Ar briñsez hag ar priñs yaouank koant
Ar briñsez n'eus ket dezhet dezhi c'hoazh petra eo ar garantez. Ret eo dezhi erruout en oad ar gaezouregezh a-raok. Gwadañ a-greiz-holl a ra Koantenn Koad ar C'housk pa vroud he biz gant un nadoz, evel ma wad ar plac'hig pa zegouezh hec'h amzerioù kentañ, met ur pennad e rank gortoz c'hoazh, evel ar Goantenn gant he fennad kousk hir, a-raok ma vo prest da amprouiñ ar garantez en he c'hig.
- Ar Bleiz
Ar skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 19th century illustrated Mother Goose, 6 complete versions from different authors/publishers
- (en) The Real Mother Goose
- (en)Baby's Mother Goose from Golden Books Publishing
- (en)The Tales of Mother Goose by Charles Perrault
- (en)The Real Mother Goose
- (en)The Only True Mother Goose Melodies
- (en)Mother Goose in Prose