Mont d’an endalc’had

Ar c'hazh gant heuzoù ler

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kazh e heuzoù)
Ar c'hazh gant heuzoù ler

Ar c'hazh gant heuzoù ler (Kazh e heuzoù a-wechoù dre verrdo) zo ur gontadenn diwar-benn ur c'hazh korvigellek embannet gant Al Liamm e 1957 er rummad Levrioù ar vugale. Troet eo bet diwar ar gontadenn c'hallek Le Maître chat ou le Chat botté gant Charles Perrault (1628-1703) er XVIIvet kantved.

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • e galleg:
  • e portugaleg:
    O Gato de Botas e Brazil
    O Gato das Botaspe O Mestre Gato e Portugal
  • e saozneg: Puss in Boots
  • E 1634 e voe embannet un doare italianek all, anvet Gagliuso, er Pentamerone gant Giambattista Basile. Ne seblant ket ar gontadenn bezañ bet anavezet gant Perrault, ha ne voe troet e galleg en e amzer. Ar paotr amañ zo ur c'hlasker-bara anvet Gagliuso (a-wechoù Cagliuso) ha sikouret eo ivez gant e gazh. Met disheñvel eo ar fin. Cagliuso a bromet un arched aour d'e gazh pa varvo. Tri devezh goude e ra van ar c'hazh da vervel ha klevout a ra Gagliuso o lavarout d'e wreg skeiñ ar c'hazh marv er-maez dre ar prenestr. Neuze e sav ar c'hazh hag e tamall e vestr, o c'houlenn ha hennezh eo ar gopr prometet evit ar sikour roet dezhañ da wellaat e stad. Neuze e red kuit ar c'hazh eus ti e vestr dizanaoudek.
  • En 1729, e voe troet skrid Perrault e saozneg gant Robert Samber, ma oa anvet The Master Cat, or Puss in Boots hag embannet e Londrez gant J. Pote ha R. Montagu en dastumad Histories, or Tales of Past Times

Ar gontadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet eo ar miliner ha rannet e vadoù etre e dri mab.

Skeudennoù gant Gustave Doré
  1. Skrid le renard Doré