Giambattista Basile
Giambattista Basile (1566 pe 1575–23 a viz C'hwevrer 1632, ganet ha marvet e Naplez ) a oa ur barzh italian (e yezh Naplez), met kontadennoù eo e skridoù brudetañ. Graet ez eus bet il Boccaccio napoletano anezhañ.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Naplez, hag eus a renk etre e oa e dud. Goprsoudard e voe gant Republik Venezia . Hervez Benedetto Croce e vije bet ganet en 1575, hervez tud all en 1566 . Kregiñ a reas da skrivañ barzhonegoù e Venezia ha goude e tistroas d'ober paotr a lez gant Don Marino II Caracciolo, priñsAvellino, a voe dediet dezhañ L’Aretusa e 1618. Pa varvas e oa kont Torrone.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E oberenn vrudet eo e zastumad kontadennoù, anvet Lo cunto de li cunti ovvero Lo trattenimiento de' peccerille (Kontadenn ar c'hontadennoù pe Diverrañs ar vugaligoù ). Embannet e voent e div levrenn, war lerc'h e varv, en 1634 ha 1636, gant e c'hoar Adriana, dindan an anv Gian Alesio Abbatutis.
Dastumet en deus kontadennoù diwar glevout, e Venezia hag e Kreta pa oa soudard eno, ha kempennet anezho. Darn zo bet adaozet gant Charles Perrault hag ar vreudeur Grimm, o deus kavet en e levr Luduennig, Rapunzel, Kazh e heuzoù, Ar Goantenn e Koad ar C'housk ha Hänsel ha Gretel.
Pentamerone
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pentamerone a vez graet ivez eus al levr Lo cunto, un anv lakaet evit ar wech kentañ en embannadur 1674, abalamour da Il Decameron, levr Boccacio, pa'z eo savet war e batrom.