Mont d’an endalc’had

Giovanni Boccaccio

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Boccacio)
Giovanni Boccaccio
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Firenze Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGiovanni Boccaccio Kemmañ
Anv-bihanGiovanni Kemmañ
Anv-familhBoccaccio Kemmañ
Anvmessire Jean Boccace, Boccace Kemmañ
Deiziad ganedigezh1313 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFirenze Kemmañ
Deiziad ar marv21 Kzu 1375 Kemmañ
Lec'h ar marvCertaldo Kemmañ
Abeg ar marvedema Kemmañ
Lec'h douaridigezhSanti Jacopo e Filippo Kemmañ
Den heverkPetrarca Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg, latin Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg, latin Kemmañ
Bet studier daCino da Pistoia Kemmañ
StudierBenvenuto Rambaldi da Imola Kemmañ
Deroù ar prantad labour1323 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1373 Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Gallery of Art, J. Paul Getty Museum Kemmañ
Deskrivet dreStatue of Giovanni Boccaccio Kemmañ
Attested inMare Magnum. Etruria (vol. 95), Mare Magnum volume 82 Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Giovanni Boccaccio, pe Boccacio hepmui, a oa ur skrivagner italian, ganet en 1313 e Certaldo pe e Firenze ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1375 e Certaldo. Gant e oberenn veur, danevelloù an Decameron skrivet e toskaneg, ha troet e kalz yezhoù, e savas an italianeg lennegel.

Andrea del Castagno, Giovanni Boccaccio, Ciclo degli uomini e donne illustri, Firenze, Galleria degli Uffizi, 1448-1451

Mab bastard e oa d'ur marc'hadour hag a soñje e lakaat d'ober kenwerzh eveltañ, ha d'ur C'hallez.

E 1327 ec'h eas gant e dad da Napoli, hag eno e voe lakaet da zeskiñ micher ar c'henwerzh e skourr Napoli ar gompagnunezh Compagnia dei Bardi.

A-benn pevar bloaz, e 1331, o welout ne zeske netra pe dost, e voe lakaet, da 18 vloaz, da studiañ gwir an Iliz katolik roman, en esper d'e welout o vont d'ober ur vicher bennak.

Degemeret e vezent e lez ar roue Roberto Iañ Napoli. Orgediñ a eure ouzh un itron a zo bet anvet Fiammetta gantañ. Troet e oa gant al lennegezh, ha skrivañ a rae koulz e latin evel e yezh ar bobl, hini Toskana. Sevel a reas oberennoù evel an Teseida, ar Filocolo, ar Filostrato ha Caccia di Diana. Daremprediñ a rae levraoueg ar roue, hag ober a reas anaoudegezh gant Paolo da Perugia († [[[1348]]), a gelennas henc'hresianeg dezhañ.

E dibenn ar bloaz 1340 e tistroas da Firenze, hag eno e tegouezhas gant Petrarca.

En yaouank e stagas da skrivañ barzhoniezh. Sot e oa gant Dante hag abalamour da se e kave dezhañ n'hallje ket bezañ ar barzh gwellañ, met sur e oa da vezañ an eil. Pa anavezas labour Petrarca avat e kollas pep goanag hag e skoas en tan an darn vrasañ eus e varzhonegoù.

E 1362 e troas ouzh ar relijion, hag e fellas dezhañ skeiñ en tan e holl zornskridoù. Dizaliet e voe gant Petrarca. Er memes bloaz e voe degemeret gant ar banker ha politiker Niccolò Acciaiuoli (1310-1365) en e gastell.

Tremen a reas ur pennad amzer e Napoli, ma savas an Decameron, ha goude mont da chom da Firenze.

En em dennañ a reas da Certaldo, ma vevas en dienez. E 1373-1374 e voe pedet gant kêr Firenze da ober ul lennadenn eus Divina Commedia Dante dirak ar bobl en iliz San Stefano di Badia, hag en ober a reas betek e dremenvan.

  • Genealogia deorum gentilium ("genealogiezh an doueoù pagan") : un antologiezh mojennoù diwar-benn doueoù Henc'hres, skrivet etre 1363 ha 1366.
  • De casibus virorum illustrium ("diwar-benn tud illur")
  • De claris mulieribus, diwar-benn buhez ar maouezed brudet. Savet eo war batrom De viris illustribus Petrarca, ha graet etre 1361 ha 1362. Dediet eo da Andrea Acciaiuoli, kontez Altavilla. Awenet ez eus bet meur a skrivagner gant an oberenn, evel Geoffrey Chaucer, oberour Canterbury Tales. Eus al latin e voe troet en italianeg gant ar Signeur Luc-Antonio Ridolfi, hag eus an italianeg d'ar galleg gant Guillaume Rouville, mouller e Lyon, en embannas e 1551 dindan an anv Des Dames de Renom.

En italianeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Il Decameron, romant e komz-plaen skrivet etre 1349 et 1353. Un dastumad 100 danevell eo e gwirionez, kontet tro-ha-tro e-pad dek devezh, alese anv al levr, gant seizh maouez ha tri gwaz yaouank a zo o tec'hel rak ar vosenn a zo oc'h ober he reuz e kêr Firenze e 1348. Kalz skrivagnerien a voe awenet gant an oberenn-se, La Fontaine ha Geoffrey Chaucer en o zouez.
  • Il Filocolo, skrivet e Napoli war-dro 1336, diwar-benn daou amourouz, Florio ha Biancofiore.
  • Filostrato, barzhoneg savet e Napoli.
  • Caccia di Diana, barzhoneg diwar-benn doueoù Henroma, savet war-dro 1338.
  • L'Ameto o commedia delle ninfe fiorentine, romant alegorek e komz-plaen hag e gwerzennoù mesk-ha-mesk ; kentañ oberenn savet e firenze, war-dro 1341.

Boccaccio e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar Marvailher italiat – Pemp eus Kontadennou Boccaccio tennet eus "An Dekamerone". Lakaet e brezhoneg gant Alan Brenn (Roparz Hemon), Embannaduriou Gwalarn, 1931.

Ur priz lennegel gallek, anvet Prix Boccace, a vez deroet d'un dastumad danevelloù gant ar gevredigezh lennegel Tu connais la nouvelle ?[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Boccace : Fiammetta, Arléa, 2003 (ISBN 9782869596368).
  • Vittore Branca : Le Décaméron de Boccace, Diane de Selliers, 1999.
  • Philippe Daros, Jean Bessière : La nouvelle, Boccace, Marguerite de Navarre, Cervantès, Honoré Champion, 1996.
  • M. Marietti, A. Perifano, B. Laroche : L'Après Boccace, la nouvelle italienne aux XVe et XVIe siècles, Presses de la Sorbonne Nouvelle, 1995.
  • Jeanne Baroin, Josiane Haffen : Boccace, "Des clères et des nobles dames", Presses universitaires de Franche-Comté, 1995.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.