Itron

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

An itron (itronezed el liester) eo gwreg an aotrou, da lavarout eo gwreg perc'henn an douar, hag un noblañs alies, da vihanañ ken na voe diskaret ar renad kozh e Breizh war-lerc'h an Dispac'h gall e 1789.

Titl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un titl e oa a veze graet

  • eus gwragez an noblañs,
  • eus ar werc'hez Vari, a vez graet c'hoazh an itron Varia anezhi:
    • hervez al lec'hioù ma veze enoret ar Werc'hez Vari e veze graet Itron Varia Rumengol, pe Itron Varia Gwengamp anezhi;
  • eus ur vaouez dimezet. Alies e teu da-heul anv an aotrou: betek dibenn an XXvet kantved e oa stag anv an itron ouzh hini an aotrou; hervez al lezenn c'hall e c'hall bremañ ar maouezed dimezet dibab mirout o anv kent, pe kemer hini o fried.
  • dre zismegañs eus ur vaouez lorc'hus, pe faeus.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra eus eltroguen en henvrezhoneg, a dalvez kement ha "mamm-gaer", "kelennerez". Da geñveriañ ouzh ar gerioù elltrewyn e kembraeg ha altrewen e kerneveureg a zo hañvalster. Kevatal eo orin ar ger-mañ ouzh he stumm gourel *altr-awon- "tad mager" a zo aet da "aotrou".

Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Itronezed a vez graet eus ur rumm bigorned, liv gwenn dezho.