Giovanni Boccaccio

Eus Wikipedia
Boccaccio
Delwenn Boccacio en Uffizi, Firenze
Maen-eñvor da v-Boccacio e Certaldo Alto

Giovanni Boccaccio, pe Boccacio hepmui, zo ur skrivagner italian, ganet en 1313, e Certaldo pe e Firenze, ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1375 e Certaldo. Gant e oberenn veur, danevelloù an Decameron skrivet e toskaneg, ha troet en ur bern yezhoù, e savas an italianeg lennegel.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Andrea del Castagno, Giovanni Boccaccio, Ciclo degli uomini e donne illustri, Firenze, Galleria degli Uffizi, 1448-1451

Mab bastard e oa d'ur marc'hadour hag a soñje e lakaat d'ober kenwerzh eveltañ, ha d'ur C'hallez.

E Napoli[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1327 ez eas gant e dad da Naplez, hag eno e voe lakaet zeskiñ micher ar c'henwerzh e skourr Naplez ar gompagnunezh Compagnia dei Bardi.

A-benn pevar bloaz, e 1331, o welout ne zeske netra pe dost, e voe lakaet, da 18 vloaz, da studiañ gwir an Iliz, en esper d'e welout o vont d'ober ur vicher bennak.

Degemeret e vezent e lez ar roue Roberto Iañ Naplez. Orgediñ a eure ouzh un itron a zo bet anvet Fiammetta gantañ. Troet e oa gant al lennegezh, ha skrivañ a rae koulz e latin evel e yezh ar bobl, hini Toskana. Sevel a reas oberennoù evel an Teseida, ar Filocolo, ar Filostrato ha Caccia di Diana. Daremprediñ a rae levraoueg ar roue, hag ober a reas anaoudegezh gant Paolo da Perugia, a zeskas gregach dezhañ.

E Firenze[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar bloavezh 1340 e tistroas da Firenze, hag eno e tegouezhas gant Petrarca.

En yaouank e stagas da skrivañ barzhoniezh. Sot e oa gant Dante hag abalamour da se e kave dezhañ n'hallje ket bezañ ar barzh gwellañ, met sur e oa da vezañ an eil. Pa anavezas labour Petrarca avat e kollas pep goanag hag e skoas en tan an darn vrasañ eus e varzhonegoù.

En 1362 e troas ouzh ar relijion, hag e fellas dezhañ skeiñ en tan e holl zornskridoù. Dizaliet e voe gant Petrarca. Er memes bloaz e voe degemeret gant Niccolò Acciaiuoli en e gastell, castello di Montegufoni.

Tremen a reas ur pennad amzer e Naplez, ma savas an Decameron, ha goude mont da chom da Firenze.


Fin e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em dennañ a reas da Certaldo, ma vevas en dienez. En 1373-1374 e voe pedet gant kêr Firenze da ober ul lennadenn eus Divina Commedia Dante dirak ar bobl en iliz San Stefano di Badia, hag en ober a reas betek e varv.


E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Genealogia deorum gentilium (genealogiezh an doueeoù pagan) a zo un antologiezh mojennoù db an doueoù hellazat kozh, skrivet entre 1363 ha 1366.
  • De casibus virorum illustrium (diwar-benn tud illur)
  • De claris mulieribus, zo un oberenn diwar-benn buhez ar maouezed brudet. Savet eo war batrom De viris illustribus Petrarca, ha graet entre 1361 ha 1362. Dediet eo da Andrea Acciaiuoli, kontez Altavilla. Awenet ez eus bet meur a skrivagner gant an oberenn, evel Geoffrey Chaucer, oberour Canterbury Tales. Eus al latin e voe troet en italianeg gant ar "Signeur Luc-Antonio Ridolfi", ha goude eus an italianeg d'ar galleg gant Guillaume Rouville, mouler e Lyon, e 1551 hag anvet "Des Dames de Renom".

Oberennoù all en latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E doare Genealogia deorum gentilium

En italianeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Il Decameron, romant en komz-plaen, skrivet entre 1349 et 1353. E gwirionez eo un dastumad 100 danevell, kontet tro ha tro e-pad 10 deiz (ha setu a belec'h e teu anv al levr) gant 7 maouez ha 3 gwaz yaouank a zo o tec'hel rak ar vosenn zo oc'h ober he reuz e kêr Firenze en 1348. gant an oberenn-se e voe awenet kalz a skrivagnerien, evel La Fontaine ha Geoffrey Chaucer.
  • Il Filocolo, skrivet e Naplez war-dro 1336, diwar-benn daou amourouz, Florio ha Biancofiore;
  • Filostrato, barzhoneg, savet e Naplez.
  • Caccia di Diana, barzhoneg diwar-benn an doueoù roman, savet war-dro 1338.
  • L'Ameto o commedia delle ninfe fiorentine, romant alegorek, komz-plaen ha gwerzennoù mesk-ha-mesk; kentañ oberenn savet e firenze, war-dro 1341.


E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar Marvailher italiat, Pemp eus Kontadennou Boccaccio tennet eus “An Dekamerone” Lakaet e brezhoneg gant Alan Brenn (Roparz Hemon), Embannaduriou Gwalarn, 1931.

Priz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur priz lennegel gallek, anvet Prix Boccace, a vez roet d'un dastumad danevelloù.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.