Mont d’an endalc’had

Roberto Iañ Naplez

Eus Wikipedia
Roberto Iañ Naplez, hervez Simone Martini.

Roberto Iañ, anavezet ivez en italianeg evel Roberto d'Angiò pe Roberto il Saggio (1276-1343) a oa Roue Naplez, [[roue Jeruzalem]], kont Provañs ha Forcalquier adal 1309 betek e varv.

Mab e oa da Charles II Naplez hag e bried Maria Hungaria, hag anvet e voe da zug Calabria d'e ugent vloaz (1296–1309).

Kaset e voe da reiñ harp da Jaume El Just, a oa o vrezeliñ ouzh Frederig II Sikilia. Meur a emgann a voe gounezet gantañ met goude faezhet e vreur Filippo e gavas gwell goulenn ar peoc'h e 1302.

E 1306 e roas e skoazell da Gwelfed Firenze a-enep ar Gibelined. Pa varvas e dad e 1309 e kemeras kurunenn Naplez diwar-goust e niz Charobert, a zeuas diwezhatoc'h da vout roue Hungaria. Diwar ar skapadenn-se e teuas an dizemglev etre Janed Iañ hag he fried Andrev Hungaria. Kurunennet e c'hallas bezañ peogwir e laoskas e vreur Luigi d'Angiò ar galloud da vont da servij an Iliz katolik a-raok bezañ eskob Toloza.

A-benn neuze e oa deuet Roberto da vezañ galloudekañ priñs Italia.