Gagliuso
Gagliuso, anvet Cagliuso ivez, zo ur gontadenn italianek hag a voe embannet er Pentamerone, un dastumad kontadennoù gant Giambattista Basile e 1634, hag a zo gwelet evel eil koshañ stumm kontadenn Kazh e heuzoù lêr, pa'z eo Costantino Fortunato gant Giovanni Francesco Straparola eo an hini goshañ. Pevare kontadenn an eil devezh eo.
Ne seblant ket ar gontadenn bezañ bet anavezet gant Charles Perrault, ha ne voe ket troet e galleg en e amzer.
An danevell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hlasker-bara anvet Gagliuso (Cagliuso a-wechoù) en deus ur c'hazh ha sikouret e vez gantañ. Dont a ra da vezañ pinvidik gant troioù kamm ar c'hazh.
Gagliuso a bromet un arched aour d'e gazh pa varvo. Tri devezh goude e ra van ar c'hazh da vervel ha klevout a ra Gagliuso o lavarout d'e wreg skeiñ ar c'hazh marv er-maez dre ar prenestr. Neuze e sav ar c'hazh hag e tamall e vestr, o c'houlenn ha hennezh eo ar gopr prometet evit ar sikour roet dezhañ da wellaat e stad. Neuze e red kuit ar c'hazh eus ti e vestr dizanaoudek.