Ludwig Tieck
Neuz
Ur barzh alaman eo Johann Ludwig Tieck, bet ganet d'ar 31 a viz Mae 1773 e Berlin ha marvet eno d'an 28 a viz Ebrel 1853. Jubennour, embanner, romantour ha skridvarnour, Johann Ludwig Tieck zo kentradour ar Romantelezh kentañ ivez, ha perzh a gemeras e kelc'hiad Iena, gant ar vreudeur Schlegel, Caroline ha Friedrich Schelling, Novalis, Fichte.
Mab e oa d'ur marc'hadour gloan. Studiaén a reas doueoniezh, prederouriezh, lennegezh. Beajiñ a reas ha chom en Italia adal 1804 betek 1805, en Bro-Saoz en 1817, ma studias oberenn Shakespeare. Dramaour e voe e lez Dresden adal 1825, hag adal 1841 e lez Prusia dindan Friedrich Wilhelm IV.