Mont d’an endalc’had

Novalis

Eus Wikipedia
Novalis, livadur eus 1799
sans_cadre
sans_cadre

Novalis (ganet d'an 2 a viz Mae 1772 e kastell Oberwiederstedt; marvet d'ar 25 a viz Meurzh 1801 e Weißenfels), eo anv-pluenn Georg Philipp Friedrich von Hardenberg, a oa ur skrivagner alaman hag ur prederour eus amzer ar Romantelezh.

Kastell Oberwiederstedt

Friedrich von Hardenberg a zeu eus un hil nobl kozh eus Alamagn an Hanternoz. E Oberwiederstedt e kontelezh Mansfeld, e priñselezh Saks, e voe ganet. Eno e oa ur c'hastell eus stil an azginivelezh gant e familh, gant un domani. Tremen a reas Novolis e vugaleaj ennañ.

Skol en Eisleben

Graet e voe skol dezhañ gant Carl Christian Erhard Schmid (1761–1812), hag ambrouget e voes betek ar skol-veur e Jena. Goude e heulias studioù klasel ha Retorik e Gymnasium Eisleben dindan ren ar rektor Christian David Jani. E eontr Friedrich Wilhelm von Hardenberg, Komander an urzh Teutonek, a gemeras Novalis gantañ, pa oa daouzek vloaz, e-pad bloaz er prioldi Lucklum, e Erkerode.

Framm an driadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervezañ e vez an holl draoù e lusk siklek hag e c'haller bout rannet ar c'houlz e tri lodenn, evel e veze graet gant ar c'hresianed, (ar Strophe, an Antistrophe hag an Epode), ar gwel-se eus ar bed a voe anvet Triadenstruktur ("Framm an driadenn") gant Novalis, hag evit ma vefe ar bed en heson e vefe ret gant pep tra bout en e goulz mat (setu ar pezh a vez anvet Kairos).

Levezonet kreñv e voe Novalis gant ar c'hevrinelour Jakob Böhme adalek deroù an XIXvet kantved. E wel gevrinel war ar bed, kevreet gant e zeskadur uhel hag e zedenn ouzh ar relijion a lakaas ar c'hoant ennañ klask adsevel ar gristeniezh, ar feiz, ha doue, en un doare nevez ha tostoc'h ouzh e brederouriezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Klagen eines Jünglings (1791 in Wielands <i id="mwAXg">Neuem Teutschen Merkur</i>).
  • Blumen, 1798;
  • Geistliche Lieder (herausgegeben 1802; Wenn alle untreu werden, Wenn ich ihn nur habe)
  • Hymnen an die Nacht (1800)
  • Wenn nicht mehr Zahlen und Figuren (Heinrich von Ofterdingen)
  • An Julien (Entstehungszeit 1800)

Epik

  • Die Lehrlinge zu Sais, 1802
  • Heinrich von Ofterdingen, 1802

Prederouriezh

  • Blüthenstaub (1798 Athenaeum Friedrich Schlegel)
  • Glauben und Liebe oder Der König und die Königin (1798)
  • Sammlung von Fragmenten und Studien, entstanden 1799–1800
  • Europa (1799 Die Christenheit oder Europa (1826))
  • Dialoge, 1802;

Das Allgemeine Brouillon umfasst die enzyklopädistischen Materialien, die 1798/99 zusammengetragen wurden.